Olybrius

Impalaer roman ar C'hornôg e oa Flavius Anicius Olybrius eus an 11 a viz Gouere betek an 23 a viz Here 472.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nemet nebeut a dra ne ouezer diwar-benn Olybrius. Un uheliad e oa, bet ganet e Roma, pinvidik e dud. Dimezet e oa da Blacidia, ur verc'h da Valentinian III hag Eudoxia.
Tec'hout a reas diouzh Roma pa voe dizalbadet gant ar roue vandal Geiseric e 455. Repuiñ a reas e Kergustentin ma voe anvet da gonsul e 464.
E 472 e voe kaset gant Leo Iañ da skoazellañ an impalaer Anthemus a-enep Ricimer. Lakaet e oa bet da impalaer a-enep dezhañ avat hag a-drugarez da vuntr e geveler ne oa bet tamm eneberezh ebet.
Dizarvoud a oa e ren. Nebeut a c'halloud gwir en doa ha gant Ricimer ha Gundobad e veze renet an impalaeriezh. En un doare naturel e varvas un nebeud mizioù goude e gurunidigezh. Gantañ e varvas Tierniezh Teodosius.
| Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
| Ar Vonarkiezh | |
| Ar Republik | |
| An Impalaeriezh | |
| Impalaeriezh ar C'hornôg | |
| Impalaeriezh ar Reter | |
| Impalaeriezh roman ar C'hornôg | ||
| En e raok : Anthemius |
Olybrius (472) |
War e lerc'h : Glycerius |
| Heuliad Henroma | ||