Valentinian III

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Valentinian III (419 – 455) a voe impalaer roman ar C'hornôg eus 424 da 455.


E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Mab e oa da Constantius III, impalaer roman ar c'hornôg, a-gevret gant Honorius (395-423) en 421, ha Galla Placidia (388-450), merc'h da Theodosius Iañ (379-395), impalaer roman ar reter. ur c'hoar en doa, Honoria.

Valentinian III[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Honorius en miz Eost 423 edo Galla Placidia hag he bugale e Constantinopolis e lez Theodosius II. Diaes e voe anvidigezh an impalaer nevez. En Kerzu 423 e voe anvet gant Sened Roma un impalaer nevez, Yann. Valentinian a voe anvet da Caesar d'an 23 a viz Here 424 ; un tamm brezel a voe en Italia da gas kuit ar Yann, hasetu anvet Valentinian da impalaer d'an 23 a viz Here 425, hag eñ c'hwec'h vloaz. Karget e voe e vamm, Galla Placidia, da ren evel rejantez, hag a-bouez e voe he ren, a badas betek he marv en 450.

E eured (437)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]