Constantius III

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Constantius III (latin: Flavius Constantius Augustus), ganet e Naissus, e Moesia, ha marvet d'an 2 a viz Gwengolo 421 e Ravenna, a voe impalaer ar C'hornôg e 421, eus an 8 a viz C'hwevrer betek e varv.

Dimeziñ a ra d'ar 1añ a viz Genver 417 da Galla Placidia, merc'h an impalaer Theodoz Iañ ha Galla. Galla Placidia a zo ivez hanter-c'hoar d'an impalaer Honorius. Daou vugel a vo : Valentinian III, ha Justa Grata Honoria.

Flavius Constantius a zo bet ur jeneral feal da Honorius. E 411 eo laket e penn arme roman Honorius (ar pezh a chom !). Dont a ra a-benn da skarzhan an holl alouberien an amzer se : e 411, Maksim, e bro Spagn, Constantinus III ha Constans, e Galia, e 413, Jovinus, e Galia, e 416, Attalus en Italia.

Disammet diouzh Vandaled, Sueved, Alaned, Wizigoted, ul lodenn vras eus Galia a zeu en dro dindan urzh Ravenna.

Flavius Constantius a zo koñsul ar C'hornog evit a eil gwech e 417.

Dies imperii : 8 C'hwevrer 421, dindan anv Constantius III.

Da heul, Galla Placidia a zo anvet Augusta = Impalaerez.

Nac'het eo gant Theodoz II, impalaer ar Reter.

Prest da vont da vrezeliñ ouzh Theodoz II abalamour Illyria ar Reter, Constantius III a ya da Anaon an 2 Gwengolo 421. [1]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994