Ricimer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
As Libius Severus-Ricimer MonogramRIC 2716.jpg

Ricimer pe Flavius Ricimer (c. 405 – 18 Eost 472) a oa ur jeneral roman, suev ha vizigot a orin, a oa bet anvet da magister militum. Eñ an hini a oa ar galloud gantañ en Impalaeriezh ar C'hornôg dre hanterouriezh krakimpalaerien adal 456 betek e varv en 472.

Soudard a vicher e oa Ricimer. Brezeliñ a reas da gentañ dindan ar magister militum Flavius Aetius ha mignon e oa da Majorian. Dindan an impalaer Avitus e voe trec'h war ar Vandaled ma voe savet da magister militum praesentalis.

Goude diskaret Avitus, de ma n'halle ket, evel barbar a orin, ha dre ma oa arian a relijion, bout anvet da impalaer, e renas dre hanterourien krakimpalaerien a veze lakaet gantañ war ar gador-impalaer, ha tennet ha lazhet pa gare, evel Majorian pe Antemius, pa glaskent en em zieubiñ diouzh o gwarezer.