Avitus

Eus Wikipedia
Pezhioù aour (tremissis) warno penn Avitus

Marcus Maecilius Flavius Eparchius Avitus, pe Eparchius Avitus Augustus (war-dro 395-456), a oa un den uhel eus pobl an Averned, hag zo bet impalaer roman eus an 9 a viz Gouere 455 betek fin miz Here pe deroù miz Du 456.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Avitus a reas ar peoc'h gant ar Vizigoted hag a sikouras ober an unvaniezh a-enep Attila en-dro d'ar jeneral Ætius.

Mont a reas da welout ar roue Teodorig Iañ, en 425 pe 426 en e lez, ha plijout a reas dezhañ. Goude-se e pledas gant deskadurezh mab ar roue, anvet Teodorig evel e dad.

...



E verc'h Papianelle a zimezas da Sidoine Apollinaire.

Mab Avitus, Ecdicius, a voe prefed Galia.