Zenon (impalaer)

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Zenon zo ivez.
Tremissis-Zeno-RIC 0914-transparent.png

Tarassicodissa , pe Zenon, ganet war-dro 425 e Rosoumblada, e gevred proviñs Azia Vihanañ, ha marvet e Konstantinopolis d'an 9 a viz Ebrel 491, a oa ur jeneral roman, hag un impalaer bizantat hag a renas adalek 474 betek 491.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genidik e oa eus Isauria. Tarassicodissa pe Tarasis e oa e anv, mab da Codissa, un den a ouenn uhel eus Isauria. Tud Isauria a oa barbared d'ar pobloù all, d'ar C'hresianed dreist -holl.

Kemmañ a reas e anv, ha dont da vezañ Flavius Zeno Perpetuus pa zimezas da Aelia Ariadne, merc'h da impalaer roman ar reter, Leon Iañ.

Goude marv Leon Iañ e renas e vab-bihan Leon II, mab da Zenon. E 474 e voe anvet Zenon gant an impalaer, e vab Leon II, da genimpalaer. Pa varvas e vab e chomas da impalaer nemetañ adalek ar 17 a viz Du 474.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]