Isabella d'Aragona (1470-1524)
- Meur a Izabel Aragon zo bet.

Isabella di Aragona, pe d'Aragona (en italianeg), pe Izabel Aragon, pe Izabel Naplez (Naplez 1470-1524 Naplez), a oa ur briñsez italian, eus Rouantelezh Naplez, dugez Milano ha Bari.
He zud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h e oa da Alfonso II Naplez (1448-1495), roue Naplez, eus Tiegezh Trastamara, ha d'e bried Ippolita Maria Sforza (1446-1484). He mamm a oa merc'h da Francesco Sforza ha moereb da Gian Galeazzo Sforza (1469-1494), dug Milano.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimezet e voe e miz C'hwevrer 1489 da Gian Galeazzo Sforza, a oa kenderv dezhi, evit kadarnaat an emglev etre dugelezhioù Milano ha Naplez. Mervel a reas he fried e 1494, pemp bloaz goude, pa oa-eñ 25 bloaz. Krediñ a reer e voe kontammet gant e eontr Ludovico Sforza, a voe anvet dug neuze .
He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tri bugel o doe Izabel ha Gian Galeazzo Sforza:
- Ippolita (1490/3-1501), anvet evel mamm Izabel, marvet da 11 vloaz,
- Francesco (1491-1512), dug Milano, a varvas da 21 bloaz goude kouezhañ diwar e varc'h,
- Bona (1494-1557), a zimezas e 1518 da Sigismund Iañ Pologn.
Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meneget e veze Izabel evel an hini a oa poltredet gant Leonardo da Vinci en e daolenn Mona Lisa. Lavaret ez eus bet ivez ec'h addimezas e kuzh da Leonardo da Vinci (1452-1519), hag o dije bet daou vab ha teir merc'h .[1]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- F. M. Vaglienti, Isabella d’Aragona, 2000,
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Isabel de Aragón en Mona Lisa y su familia
- Busto de Isabel de Aragón gant Francesco Laurana er Museo de Historia del Arte de Viena