Mona Lisa
Mona Lisa (anavezet ivez evel La Gioconda pe La Joconde) zo un daolenn brudet, marteze an daolenn vrudetañ er bed, graet gant al livour italian Leonardo da Vinci e kêr Firenze er XVIvet kantved. Un eoullivadur eo, graet war ur banell koad pupli hag unan eus pennoberennoù an Azginivelezh italian.
Hiziv emañ an daolenn e Mirdi al Louvre, e Pariz, e Bro-C'hall.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a dezenn zo, met bremañ e soñjer e talv Mona kement ha Ma donna (ma itron, itron) ha Lisa eo anv an itron Lisa Gherardini, gwreg Francesco del Giocondo, ha setu perak e vez kaoz eus La Gioconda, stumm gwregel anv ar vaouez.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez Giorgio Vasari eo poltred Lisa Del Giocondo, pe Lisa Maria Gherardini hec'h anv plac'h yaouank, ganet e miz Mae 1479 e Firenze, e Toskana. ne oa ket pinvidik he zud ha dimezet e voe da 16 vloaz da vab ur marc'hadour sidan, anvet Francesco di Bartolomeo del Giocondo. Hennezh a oa intañvezet div wech, ha 19 vloaz en doa war Lisa. Tri bugel o doe : Piero Francesco — ganet en 1496 — ur verc'h dianav hec'h anv hag a varvas e 1499 hag Andrea — ganet en 1502.
Dont a ra an anv Mona eus Madonna (Ma itron, evel milady e saozneg), berraet en Monna, ha Lisa, anv-badez kentañ ar vaouez.
Ar poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mona Lisa, ur ganaouenn gant Ray Evans ha Jay Livingston kanet gant Nat King Cole er film Captain Carey, e 1950.