Ippolita Maria Sforza
- Ur bajenn disheñvelout Ippolita Sforza zo.
Ippolita Maria Sforza (1446 – 1484), a oa ur briñsez italian eus an Tiegezh Sforza a oa o ren e dugelezh Milano er XVvet kantved, adalek 1450 betek 1535. Dimeziñ a eure da Alfonso, Dug Calabria, a renas diwezhatoc'h e Rouantelezh Naplez evel Alfonso II Naplez[1].
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Ippolita e Cremona d'an 18 a viz Ebrel 1446, ha merc'h e oa da Francesco Iañ Sforza, Dug Milano (1401 –1466) ha d'e bried Bianca Maria Visconti, (1425 – 1468). C'hwec'h breur he devoa, hag ur c'hoar . He zad a oa mab da Muzio Attendolo Sforza, condottiero brudet ha diazezer an tiegezh Sforza, ha da Lucia di Torsano. He mamm a oa merc'h da Filippo Maria Visconti, Dug Milano, ha da Agnese del Maino.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Speredek ha desket e oa Ippolita. Studiañ a reas gregach ha prederouriezh gant al lenneg hellazat Constantine Lascaris. Da 14 vloaz e reas ur prezeg latin d'ar pab Pi II en Mantova, a voe adskrivet gantan dorn ha skignet ken e teuas da vout brudet[2]. Skrivañ a reas kalzig a lizheroù, embannet e voe Lizheroù Ippolita Maria Sforza, gant Serena Castaldo en Italia . E 1893, en Bologna, e oa bet embannet gant F. Gabotto un dastumad eus lizheroù Ippolita skrivet e Naplez adal 1475 betek 1482[3]. Barzhoniezh a skrivas ivez, evel ar varzhoneg latin savet goude marv he zad[2].
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 10 a viz Here 1465, e Milano, e timezas Ippolita, 19 vloaz, da Alfonso, Dug Calabria ( 1448 – 1495), mab henañ ar roue Ferdinando Iañ Naplez ha Isabella di Chiaramonte, dugez Calabria. Ippolita ne voe ket rouanez: mervel a reas dek vloaz a-raok na voe anvet he fried da roue.
Abegoù politikel a oa da zimeziñ Alfonso hag Ippolita, hag un emglev kreñv ha galloudus a voe diwar neuze etre Rouantelezh Naplez ha dugelezh Milano, div eus kreñvañ stadoù Italia er XVvet kantved.
Ippolita a oa pried kentañ Alfonso. Ne voe ket evurus gantañ, abalamour ma en doa ur serc'h.
Tri bugel o doe Alfonso hag Ippolita :
- Ferdinant II Naplez ( 1469 – 1496), dimezet d'e voereb (yaouankoc'h) Janed Naplez (1478-1518)
- Isabella d'Aragona (1470-1524), dugez Bari (1470 – 1524), dimezet d'he c'henderv Gian Galeazzo Sforza, dug Milano, bugale dezho, en o zouez
- Bona Sforza (1495 – 1558), dimezet da Sigismund Iañ, roue Pologn, ha c'hwec'h bugel dezho.
- Piero Rossano, Priñs Rossano (1472 – 1491), Pennletanant Apulia, marvet goude gloazet e c'har[4].
Mervel a eure e 1484 , da 38 vloaz. He fried neuze a zimezas d'e serc'h Truzia Gazzela, a oa mamm da zaou vugel.
Ippolita Maria Sforza en arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a boltred a voe graet anezhi a-hed he buhez adalek hec'h oad tenerañ. Ur goantenn a blac'h e oa, treset kaer, meleganez, hir he blev, daoulagad glas dezhi, uhel he zal[6]. Un darnzelwenn anezhi a voe graet gant Piero della Francesca.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Charles Cawley, Medieval Lands, Dukes of Milan
- ↑ 2,0 ha2,1 {{{title}}}. 172 p.
- ↑ Nadia Covini, Princesses and Ladies of Power at the Sforza Court, 2006, retrieved on 3 December 2008
- ↑ Charles Cawley, Medieval Lands, Sicily/Naples, Counts and Kings
- ↑ Maike Vogt-Luerssen
- ↑ https://web.archive.org/web/20120217115429/http://www.kleio.org/en/history/famtree/sforza/1050aa.html, by Maike Vogt-Luerssen
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jane Stevenson (2005). Women Latin poets: language, gender, and authority, from antiquity to the Eighteenth Century. Oxford University Press.