Agnese del Maino

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Agnese del Maino, serc'h da Filippo Maria Visconti, dug Milano, er XIVvet kantved
Agnese del Maino gant he merc'h Bianca Maria Visconti .

Agnese del Maino, ganet war-dro 1401 ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1465, a oa ur briñsez eus Milano, merc'h da Ambrogio del Maino a oa kont palatin ha kestor dug Milano.
Daou vreur he devoa, Lancillotto hag Andreotto, o daou e lez hag e kuzul an dug[1]..

Dont a reas da vout serc'h da Filippo Maria Visconti (23 a viz Gwengolo 1392- 13 a viz Eost 1447), diwezhañ dug Milano eus an Tiegezh Visconti.

Mamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div verc'h he doe gant an dug:

Daou bried en doe Filippo Maria:

Met bugel ebet n'en doe an dug digante, ha se zo kaoz e c'houlennas digant an impalaer Sigismondo di Lussemburgo anavezout Bianca Maria evel hêrez dezhañ. E 1431 e voe kaset mamm ha merc'h da chom da gastell Abbiate, a zo Abbiategrasso hiriv. Filippo Maria en devoa roet urzh da aozañ ur ranndi ma c'hallje Bianca vihan kreskiñ e-kichen he mamm[2].

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou boltred anezhi zo anavezet, hag a weler amañ o-daou, met n'ouzer ket gant piv int bet graet.

C'hoarigan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Agnese del Maino zo unan eus tudennoù ar c'hoarigan Beatrice di Tenda gant Vincenzo Bellini e 1833. Anna del Serre an hini a oa Agnese pa voe c'hoariet da gentañ en Teatro La Fenice e Venezia d'ar 16 a viz Meurzh 1833.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://users.unimi.it/sforza/donne_e_nobildonne.htm#Amanti%20e%20concubine
  2. http://www.storiadimilano.it/cron/dal1401al1425.htm

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]