Mont d’an endalc’had

Beatrice di Tenda

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beatrice di Lascaris)
Beatrice di Tenda
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBeatrice di Tenda Kemmañ
Anv-bihanBéatrice Kemmañ
Anv-familhLascaris, de Tende, Cane Kemmañ
Titl noblañsduchess, countess Kemmañ
Deiziad ganedigezh1372 Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gwe 1418 Kemmañ
Lec'h ar marvBinasco Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
TadRuggero Cane Kemmañ
PriedFacino Cane, Filippo Maria Visconti Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Beatrice di Tenda, Beatrice Lascaris di Ventimiglia (Tenda, ~1372Binasco, 13 Gwengolo 1418) a oa ur briñsez italian.

Ganet e oa e Tenda e Provañs war-dro ar bloaz 1372, merc'h Pietro Balbi Lascaris, kont Tenda, hag e bried Poligena, a ziskenne eus unan eus skourroù an tiegezh impalaerel bizantat Lascaris dre hanterouriezh Eudossia Lascaris merc'h da Deodoros II Lascaris, imperatore di Nicea ha gwreg Guglielmo Pietro, kont Ventimiglia.

Kentañ pried a voe dezhi e voe ar c'hondottiero Facino Cane (1360-1412) a skrapas an dimezell eus kastell he zad kent he c'has gantañ en e vrezelioù, ha Beatrice ne voe ket hep kemer perzh ha ne chomas ket hep en em gannañ.

War-lerc'h intañveziñ ec'h addimezas e 1412 gant Filippo Maria Visconti (1392-1447), dug Milano, a oa 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Evel argouroù e tegasas a Beatrice 4 000 dugad aour ouzhpenn douaroù bras[1].

E 1418 e voe tamallet gant he gwaz da vezañ avoultrez. Anzav a reas, goude bout gwasket ha jahinet, ma voe kondaonet ha dibennet e kastell Binasco, gant he serc'h (gwir pe faltaziet) d'an 13 a viz Gwengolo 1418.