Condottiero

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Il Condottiero, 1480, gant Leonardo da Vinci

Condottiero (condottieri el liester) eo an anv a veze graet er Grennamzer en italianeg eus ur brezelour a werzhe e ampartiz da vrezeliañ dre ur gevrat a veze anvet condotta.

Soudarded dilabour e oa ar gondottieri, pe noblañsed o klask brud er brezel, ha klask a raent labour e servij Stadoù bihan pe kgodedoù ha n'o doa gwir arme ebet d'o difenn. Paeet e vezent gant arc'hant, pe gant douaroù a-wechoù.

Hervez o lizher-labour (pe condotta) e rankent pourchas soudarded, dafar brezel hag ofiserien. Gwir varc'hadourien brezel e oant ouzhpenn brezelourien a vicher. A-wechoù e teuent da vout ken kreñv ma kemerent ar galloud er c'hêrioù a servijent.

War-dro 1550 ez eas ar vicher da goll. An anv italianek a chomas evit envel kabitened a vrezelie en armeoù estren.

Condottieri brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sigismondo Malatesta, kont Rimini, livet gant Piero della Francesca
Condottiero eus ar XVIIvet kantved, livet gant Artemisia Gentileschi