Marcantonio Colonna

Eus Wikipedia

Marcantonio Colonna (1535–1584) a voe amiral, jeneral ha besroue Sikilia er XVIvet kantved.

Skoed Marco Antonio Colonna II e Siracusa.

Ganet e oa e Lanuvio (a oa anvet Civita Lavinia neuze). Mab e oa da Ascanio Colonna, eil dug Paliano ha kont Tagliacozzo, hag a oa breur d'ar varzhez Vittoria Colonna (1490 - 1547). E vamm e oa Giovanna d'Aragona, nizez d'ar roue Ferdinando Iañ Naplez; marc'heg e oa en Urzh ar Maoutken Aour.

E brezel Siena (1553-1554) e voe lakaet e penn marc'hegerien spagnol ha da gabiten jeneral an arme.