Georg von Frundsberg
Georg von Frundsberg (Mindelheim, Schwaben, 24 a viz Gwengolo 1473 – Mindelheim, 20 a viz Eost 1528) a oa condottiero alaman ha jeneral un armead goaferien e servij an impalaer Karl V an Impalaeriezh Santel.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Ulrich von Frundsberg ha d'e bried Barbara von Rechberg. E dad a oa e penn Kevre Schwaben. Mont a reas Georg d'an arme hag adal 1492, oadet 19 vloaz, ez eas gant e dad da servij Marz Brandenburg.
Brezeliñ a reas evit an impalaer Masimilian Iañ a-enep ar Suised e 1499.
Goude-se ez eas da harpañ Ludovico Sforza, dug Milano, a-enep ar C'hallaoued.
E 1504 e voe anvet da varc'heg gant Masimilian. Er bloaz-se end-eeun e kemeras perzh en Emgann Wenzenbach (12 a viz Gwengolo 1504) e-kerzh brezel-hêrezh Bavaria-Landshut a-enep ar gonted-dilennerien Philipp ha Ruprecht.
E 1509 e oa e penn un armead goaferien, o servij ar roue gall Loeiz XII a-enep Republik Venezia, ha difenn a reas kêr Verona.
E 1511 e voe trec'h war Francesco Maria Iañ della Rovere gant 1 200 soudard en Emgann Casalecchio di Reno.
Daou vloaz goude, e 1513, e oa e tu ar Spagnoled en Emgann Creazzo, gant 3 000 goafer, ha trec'h e voe war arme Venezia a oa dindan Bartolomeo d'Alviano.
E 1516 e tifennas adarre kêr Verona gant Marco Sittich.
E 1522 e vrezelias evit Sforza gant 6 000 soudard, hag e miz Ebrel e kemeras perzh en Emgann Bicocca gant e c'hoaferien a-enep Suised Alberto Pietra.
En Emgann Pavia (1525) edo ivez, pa voe trec'het an arme c'hall ha prizoniet ar roue Frañsez Iañ gant an arme impalaerel renet gant Charlez III Bourbon.
Brezeliñ a reas neuze en Izelvroioù hag en Italia ivez. E 1527 e klaskas en aner mirout ouzh e c'hoaferien alaman da breizhata kêr Roma, ken e tapas un taol-gwad. Neuze e tistroas da Alamagn ma varvas bloaz goude, e 1528.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Eil brezel-bed e oa bet roet an anv Frundsberg, e koun jeneral alaman ar {{XVIvet kantved]], d'an 10{{vet]] rannarme panzer er Waffen-SS.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Baumann, Reinhard : Georg von Frundsberg. Der Vater der Landsknechte und Feldhauptmann von Tirol, Süddeutsche Zeitung, 1988, 392 p. (ISBN 978-3-7991-6236-4)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Emgann Wenzenbach.