Alessandro dal Borro

Eus Wikipedia
Alessandro dal Borro

Alessandro dal Borro (1600–56), a oa un den a vrezel ha condottiero toskan, a vrezelas gant Mattias de' Medici e servij an impalaer santel hag a-enep ar pab Urban VII. Brudet e oa da vezañ bras ha kofek ha mennout a reas bezañ poltredet, kof, adc'hroñj hag all.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Girolamo del Borro, kabiten a vrezel en Arezzo, eus un tiegezh a orin eus Milano. Matematik a studias e Firenze, evit mont da vrzelour. Perzh a gemeras er Brezel Tregont Vloaz e kompagnunezh Ottavio Piccolomini, condottiero eus Siena, a oa bet pedet gant an dug-meur Cosimo II de' Medici da zont da Alamagn da skoazellañ arme e vreur-kaer, an impalaer Ferdinand II, dindan ar jeneral Albrecht von Wallenstein.

Meur a wech e voe trec'h Dal Borro, ma voe roet douaroù dezhañ ha baron e voe e Bohemia.

Unan eus brasañ kabitened ar XVIIvet kantved e voe Alessandro del Borro, ha lesanvet e voe «Terrore dei Turchi» (Spontailh an Durked) . Evit Spagn ha Venezia e vrezelias ivez.

E vab Niccolò del Borro (1644-1690) a voe ofiser en arme ivez, ha mervel a reas en emgann.

Poltred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]