Federico III da Montefeltro
Federico III da Montefeltro pe Federico da Montefeltro (Gubbio, 1422 - Ferrara, 1482), a oa eil dug Urbino ha kont Montefeltro adal 1444 betek e varv, hag unan eus brudetañ condottieri ar XVvet kantved. Brudet e oa e lez hag an arzourien anezhi.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Gubbio. Mab bastard e oa da Guidantonio da Montefeltro, a oa kont Urbino, Gubbio ha Casteldurante, ha dug Spoleto. E vamm e oa Elisabetta degli Accomanducci. Hantervreur e oa da Oddantonio II da Montefeltro, a oa kont ha goude kentañ dug Urbino. En e yaouankiz e vevas e Venezia ha Mantova ma oa gouestlad.
En 1437 e voe armet evel marc'heg gant an impalaer Sigismond, hag er bloaz-se eo e timezas e Gubbio da Gentile Brancaleoni. En 1438, hag eñ en e c'hwezek vloaz, e krogas da vrezeliñ evel condottiero dindan Niccolò Piccinino.
D'an 22 a viz Gouhere 1444 e voe lazhet e hantervreur Oddantonio, dug abaoe 1443, gant iriennerien. Neuze e kemeras Federico ar galloud en Urbino. Daoust ha perzh a gemeras Federico en irienn, n'haller ket gouzout.
Dug
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1444 e voe anvet da zug Lakaat a reas sevel palez an duged en Urbino hag ur palez all e Gubbio. Kreñvaat a reas mogerioù e gastelloù ha lakaat sevel ul levraoueg vras, an eil vrasañ war-lerc'h hini ar Vatikan.
Adal 1459 e vrezelias en Romagna evit ar pab Pius II, a-enep Malatesta, ha trec'h e voe warnañ e 1462 war ar stêr Cesano, e-tal Senigallia. Kemer a reas kêr Santarcangelo di Romagna hag he freizhata. Anvet e voe, gant ar pab, da vikel an douaroù gounezet. Koulskoude pa fellas d'ar pab Pius II kemer Rimini digant Malatesta e troas Federico a-enep dezhañ hag e vrezelias ouzh ar pab e penn un emglev kêrioù .
Mervel a reas e Ferrara en 1482, p'edo o vrezeliañ ouzh kêr Venezia.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e bried kentañ, Gentile Brancaleoni, ha hi gaonac'h, n'en doe bugel ebet.
Gant Battista Sforza, an hini a garas ar muiañ, en doe seizh bugel:
- Aura, ha n'ouzer netra anezhi;
- Girolama, a varvas e 1482, n'ouzer netra all;
- Giovanna (Urbino, 1463 - Urbino, 1514),
- dimezet e 1474 da Giovanni Della Rovere, dug Sora hag Arce;
- Elisabetta (Urbino, 1464 - Venezia, 1510),
- dimezet e 1479 da Roberto Malatesta, aotrou Rimini; intañvezet hag aet da leanez da gouent Santa Chiara en Urbino (hag adanvet Chiar;
- Costanza (Urbino, 1466 - Napoli, 1518),
- dimezet e 1483 da Antonello Sanseverino, priñs Salerno ha kont Marsico;
- Agnese (Gubbio, 1470 - Roma, 1523),
- dimezet e 1488 da Fabrizio Colonna dug Marsi ha Paliano, kont Tagliacozzo ha Celano;
- Guidobaldo (Gubbio, 1472 - Fossombrone, 1508), pennhêr ha dug Urbino,
- dimezet e 1489 da Elisabetta Gonzaga.
A-hend-all en doe meur a vastard en e yaouankiz, divastardet goude :
- Buonconte (Urbino, 1442 c. - Sarno, 1458), marvet da 166 vloaz gant ar vosenn;
- Antonio (Urbino, 1445 c. - Gubbio, 1508), kont Cantiano ha rektor Sant'Agata Feltria (adal 1482 betek 1500), letanant e dad, ed erede d'armi,
- dimezet e 1475 da Emilia Pia, merc'h da Marco II , aotreou Carpi ha Sassuolo;
- Elisabetta (Urbino, 1445 - Roma, 1503),
- dimezet e 1462 da Roberto di San Severino , kont Cajazzo;
- Gentile (Urbino, 1448 - Genova 1513 o Pesaro 1529),
- dimezet e 1463 da Carlo Malatesta, kont Chiaruggiolo
- addimezet, goude intañvezet, e 1469 da Agostino Fregoso, aotrou Voltaggio.