Guidobaldo Iañ da Montefeltro
Guidobaldo Iañ da Montefeltro, ganet e Gubbio e 1472 ha marvet e Fossombrone e 1508, a oa Kont Montefeltro ha trede dug Urbino. Diframmet e voe e zugelezh digantañ gant Cesare Borgia, hogen distreiñ a reas er galloud.
Mab e oa da Federico III da Montefeltro ha da Battista Sforza Battista Sforza (1446 – 1472). E vamm a oa merc'h da Alessandro Sforza, aotrou Pesaro, ha d'e bried kentañ Costanza da Varano. Pa varvas e dad e 1482 e renas war e lerc'h.
Dimeziñ a reas da Elisabetta Gonzaga, c'hoar da Francesco II Gonzaga, Markiz Mantova. Guidobaldo a oa dic'houest, bugel ebet n'o doe, met hi ne fellas ket dezhi terriñ o eured.
Brezeliñ a reas evel unan eus kabitened ar pab Alesant VI skoaz ouzh skoaz gant soudarded ar roue gall Charlez VIII pan eas da aloubiñ kreisteiz Italia ; goude-se e voe gopret gant Republik Venezia a-enep Charlez. E 1496, e oa Guidobaldo o vrezeliñ evit ar pab, e-kichen Bracciano, pa voe prizoniet gant ar re Orsini ha Vitelli, ha laosket da vont bloaz goude .
E 1502 e rankas tec'hel eus Urbino dirak arme Cesare Borgia, met distreiñ a reas goude marv ar pab Alesant VI, tad Cesare Borgia e 1503. Advabañ a reas e niz Francesco Maria della Rovere, mab d'e c'hoar, Giovanna da Montefeltro, ha niz d'ar pab Jul II, hag evel-se e voe unanaet aotrouniezh Senigallia ha dugelezh Urbino. Harpañ a reas Jul II da adc'hounit Romagna.
Brudet e oa lez Urbino en amzer an duged Guidobaldo hag Elisabetta evel unan eus ar re granañ en Italia. Tud a lizhiri a veze eno. An istorour saoz-italian Polydore Vergil a labouras evit an duged, evel a reas ivez Baldassare Castiglione, toberour Il Cortegiano, a zeskriv lez Urbino.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1508, da 36 vloaz, e Fossombrone, eus ar pellagra, ur c'hleñved eus ar c'hroc'hen, hag e niz Francesco Maria della Rovere a renas war e lerc'h.