Mont d’an endalc’had

Antonio da Montefeltro (1445-1508)

Eus Wikipedia

Antonio da Montefeltro (Urbino, 19 Ebrel 1445 – Gubbio, 15 Eost 1508) a oa ur c'hondotttiero italian.

Mab bastard e oa d'an dug Federico III da Montefeltro. Divastardet e voe war c'houlenn e dad gant ar pab Nikolaz V, e 1448. Pa varvas e vreur Buonconte e teuas da vout kont Cantiano. En 1464 e tilezas ar studi da vont da vrezeliñ gant e dad enep arme ar pab kaset gant Alessandro Sforza.

En 1470 e kemeras perzh en emgann Mulazzano ha daou vloaz goude e seziz Volterra, evel letanant e dad, a oa neuze o servij Alfonso V e rouantelezh Naplez en 1474.

Dimezet e oa da Emilia Pia di Carpi, merc'h d'ar c'hont Marco II di Carpi, poltredet gant Raffaello Sanzio en 1504-1505.

Mervel a reas Antonio da Montefeltro e Gubbio en 1508, ha moarvat diwar an naplez.