Alessandro Sforza

Eus Wikipedia

Alessandro Sforza (Cotignola, 1409 – 1473) a oa condottiero italian, Aotrou Pesaro, penn skourr pesarat an Tiegezh Sforza.

Mab bastard da Muzio Attendolo Sforza, ha da Lucia Terziani da Marsciano, e oa Alessandro Sforza.

Breur e oa da Francesco Iañ Sforza, aotrou Milano, ha brezeliñ a reas gantañ meur a wech dindan e urzhioù, evit kemer douaroù ha kêrioù.

E 1442 en Assisi e oa o stourm ouzh arme ar pab Ujen IV, renet gant Niccolò Piccinino, unan eus meurañ grandi kabitened an amzer, hag ar c'hardinal Cusano. Alessandro Sforza a rankas en em dennañ da Rocca Maggiore, ha leuskel kêr d'ar breizherien ha freuzas Assisi, war-bouez div iliz, hini San Francesco ha hini Santa Chiara.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e Kerzu 1444 da Costanza da Varano (1428-1447), merc'h da Pietro Gentile Iañ da Varano, ha daou vab o doe :

Mervel a reas Costanza er gwentloù o c'henel Costenzo.

Bloaz goude, e 1448, ec'h addimezas da Sveva da Montefeltro (1434–1478), merc'h da Guidantonio da Montefeltro, kont Urbino. E 1457, dre aon rak un irienn gant an Tiegezh Malatesta da adkemer Pesaro, e lakaas anezhi en ur gouent.

Tri bastard en doe ivez :

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(it)