Giovanni Sforza

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Giovanni Sforza (1466 – 1510) a oa ur priñs eus an Tiegezh Sforza hag aotrou Pesaro war-dro dibenn ar XVvet kantved.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab bastard e oa da Costanzo Iañ, ha niz da Alessandro Sforza. Dimezet e oa da Maddalena Gonzaga ha pa intañvas ec'h addimezas, e 1493, da Lucrezia Borgia, merc'h d'ar pab Alesant VI, met freuzet e voe an eured-se a-benn pevar bloaz, rak o klask un emglev frouezhusoc'h gant un tiegezh all edo tad Lucrezia, ha hennezh, dre ma oa pab, en doa galloud da derriñ eured e verc'h.

Galvet e voe Ascanio Sforza da ober ar jubenn etre e niz hag an tiegezh Borgia. Klask a reas lakaat Giovanni da blegañ d'an torr-eured. Met nac'h a reas Giovanni dre zaou abeg: da gentañ dre ma oa ret dezhañ daskoriñ argouroù bras Lucrezia, da lavarout eo paouraat, ha da eil dre ma oa goulennet digantañ sinañ ur baperenn ma anzave bezañ dic'houest, da lavarout eo sachañ mezh ha goap warnañ. Dimezet e oa bet Giovanni a-raok, ha hervez an dihelloù en devoa bet besterd a-raok dimeziñ da Lucrezia, diaes krediñ eta e oa dic'houest. Gourdrouz a reas an Tiegezh Sforza paouez da reiñ gwarez da Giovanni ma ne blege ket, ha setu penaos e c'hallas mirout an argouroù goude sinañ ar baberenn vezhus.

C'hwec'h miz goude e touas war baper e oa chomet Gwerc'hez Lucrezia. Nemet a-benn neuze e oa-hi dougerez eus an Infant Roman, ma lavare lod e oa he breur Cesare e oa an tad. Anat eo n'eo ket Sforza e oa an tad, met mont pelloc'h zo gwall ziasur.

Sforza a damallas neuze da Lucrezia da vezañ graet gwallorgedoù gant he zad, da gentañ, gant he breudeur goude. Chomet eo ar c'houn eus an tamall-se betek hiriv, evel arouez eus torfedoù an tiegezh, goude ma n'haller prouiñ netra.

Kaset kuit e voe Giovanni eus Pesaro gant e vreur-kaer Cesare Borgia, ha n'hallas distreiñ nemet goude marv an dug.

Klask e zial a reas ha betek diwar-goust al lenneg Pandolfo Collenuccio: savet e oa bet a-du gant Cesare Borgia, hag aet e oa da repuiñ da Ferrara e-ser Ercole Iañ d'Este, met sachet e voe da Pesaro gant ar promesa ha bac'het e voe, boureviet, ha lazhet hep prosez e 1504.

Addimeziñ a reas da Ginevra Tiepolo, hag ur mab o doe, Costanzo II (Giovanni Maria), a renas war e lerc'h e Pesaro ha Gradara.

Mervel a reas Sforza e Pesaro e 1510.