Ginevra Sforza

Eus Wikipedia
Poltred Ginevra Sforza, gant Ercole de' Roberti.

Ginevra Sforza (Ancona 1440-1507) a oa ur briñsez italian eus ar XVvet kantved, eus an Tiegezh Sforza.

Merc'h bastard e oa da Alessandro Sforza, aotrou Pesaro.

Dimeziñ a reas e 1454, en iliz San Giacomo Maggiore[1] da Sante Bentivoglio, un den war an oad, hag a oa aotrou kêr Bologna, ha kenderv da Giovanni II Bentivoglio.

Daou vugel o doe[2]:

E 1463 e chomas intañvez, ha bloaz goude ec'h addimezas da Giovanni II, hag e teuas da vezañ he c'huzulierez[3]. Moarvat e oant krog d'en em zaremprediñ abaoe ur pennad[4].

Ginevra he doe c'hwezek bugel all gant Giovanni, ha pemp anezho a varvas en-bugel :

An Tiegezh Bentivoglio, gant Lorenzo Costa

.

Mignonez e oa da Gentile Budrioli, pried d'an noter Alessandro Cimieri, studierez e skol-veur Bologna, tamallet dezhi bout sorserez, devet en he bev en 1498.

En 1466 e voe anavezet gant ar pab Paol II aotrouniezh Giovanni II, ha roet e voe dezhañ vikeliezh Bologna.

Kazeg a reas irienn an tiegezh Malvezzi en 1488, met en 1501 e voe un irienn all a-enep an tiegezh Bentivoglio, steuet gant an tiegezh Marescotti. Diwar ali Ginevra e voe lazhet un toullad mat a dud eus an tiegezh-se, kement ha reiñ ur gentel vat dezho.

En 1505 ez eas an iriennerien chomet bev da glemm da Roma dirak ar pab Jul II, ha hennezh a c'hourc'hemennas da Giovanni II ha d'e diegezh kuitaat Bologna. Ginevra, a oa tec'het da gêr Parma, da-gichen ar markiz Pallavicino, a voe ezkumunuget rak ne oa ket aet pell a-walc'h diouzh kêr Bologna. Pediñ hag aspediñ ar pab a reas Ginevra evit bezañ resevet e kastell Ponte Poledrano (hiziv Castello di Bentivoglio) ma oa aet ar pab da chom.

E Bologna e voe preizhataet madoù an tiegezh Bentivoglio, ha distrujet ar Palez Bentivoglio zoken.

Mervel a eure Ginevra Sforza d'ar 16 a viz Mae 1507 ha beziet en ur foz kumun e-kichen Busseto. Bloaz goude e varvas he fried Giovanni II.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. La storia dei Bentivoglio
  2. Ginevra Sforza
  3. Ginevra e Gentile
  4. ESCI

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]