Ercole Bentivoglio (condottiero)
Ercole Bentivoglio (1459-1507) a oa condottiero, da lavarout eo brezelour italian, er XVvet kantved. Mab e oa da Sante Bentivoglio, a oa aotrou Bologna d'ar poent, ha da Ginevra Sforza, merc'h vastard da Alessandro Sforza, aotrou Pesaro. Da dri bloaz e voe kaset Ercole pell diouzh Bologna, da Firenze, evit bezañ savet en tiegezh Medici, hag eno e oa pa varvas e dad er brezel, e 1463. Ne oa Ercole nemet pevar bloaz.
E 1464 ec'h addimezas e vamm da Giovanni Bentivoglio, ur c'henderv d'he fried marv, hag a oa serc'heg dezhi abaoe meur a vloaz, ha hennezh a voe lakaet e penn Bologna gant ar Medici.
Adal e 23 bloaz, e 1483 e servijas dindan Lorenzo de' Medici ha kabiten e voe en arme Firenze en emgann Lunigiana a-enep Genova. E 1486, pa voe kemeret Pietrasanta diwar-goust Republik Genova e voe anvet Ercole da c'houarnour.
D'an 28 a viz Genver 1487 e voe pedet da eured e lezvreur Annibale Bentivoglio, mab da Giovanni ha d'e vamm Ginevra Sforza, gant Lucrezia, bastardez Ercole d'Este, hag eno ivez edo holl bennoù-stad Italia, betek ar pab Inosant VIII.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a reas da chom da gêr Pisa adal miz Here 1491, hag eno e euredas da Barbara Torelli (1475-1533), a oa c'hwezek vloaz yaouankoc'h egetañ, anezhi ur verc'h da Marsilio Torelli, kont Montechiarugolo, ha div verc'h o doe, Costanza ha Ginevra.
Brezel adarre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe kaset kuit Piero de' Medici eus Firenze e 1494, e reas ar Republik brezel da Pisa, ha faezhet e voe Bentivoglio gant Lucio Malvezzi war ar Serchio. Trec'h avat e voe goude e Cascina, hag e Bientina e miz Ebrel 1496, war arme Venezia kaset gant Giampaolo Manfrone: en emgann-se e voe lazhet ar c'habiten Francesco Secco hag a oa ivez tad-kozh d'e wreg Barbara.
E 1497 e koumanantas gant kêr Siena, hag e miz Gouhere gant ar pab Alesant VI, a glaske teurel e zorn war ar Marche ha kreskiñ domani Stadoù an Iliz evit e vab Cesare.
E 1500 ez eas Barbara da chom da Fermo, en ur palez prestet d'he fried, pa oa Ercole o vrezeliñ en arme ar pab Jul II, dindan ar brezelour meur Francesco Maria Iañ della Rovere.
E 1501 e tec'has Barbara da Urbino, da di he mamm, rak-aon rak he fried en devoa gourdrouzet he lazhañ.
Mervel a reas Ercole e Mezheven 1507. Addimeziñ a reas e intañvez d'ar barzh Ercole Strozzi e miz Gwengolo 1507. Mont a reas an teodoù en-dro peogwir e kaved e oa addimezet gwall vuan.
Lizher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 25 a viz C'hwevrer 1506 e skrivas da Machiavelli ul lizher ma ra anv eus «questi tempi tanto infelici» (an amzerioù-mañ ken reuzeudik) evit Italia ha «la mala sorte nostra de questi tempi» (hor gwallchañs en amzerioù-mañ) ha kavout a rae dezhañ e teuje ouzhpenn gwalloù all, ha lavarout a rae esperout e c'hallje Machiavelli, gant e oberenn a istorour, adpriziañ dirak daoulagad o warlerc'hidi labour ar re o devoa klasket bezañ "ar re o deus "miret enor ha brud Italia".