Ercole Strozzi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ercole Strozzi (1473-1508).
Maen-koun da Ercole Strozzi, muntret er "via Savonarola" e Ferrara


Ercole Strozzi (Ferrara, 2 a viz Gwengolo 1473 - 6 a viz Mezheven 1508, muntret) a oa ur barzh latin italian, mab d'ar barzh Tito Vespasiano Strozzi, kuzuliad gant Lucrezia Borgia e lez an Estensi e Ferrara.

Bez' e oa, war-lerc'h e dad, met un toullad mizioù hepken, unan eus an 12 Fur a oa barnerien Ferrara. Evel e dad dreist-holl, pe gwelloc'h eget anaoudeien zo, e skrivas sonedennoù latin. En italianeg e skrivas ivez e doare Petrarca.

Dibabet e oa bet, hag eñ kamm, evel hanterour evit kas ha degas lizhiri karantez etre Lucrezia Borgia ha mestr he c'halon, he breureg Francesco II Gonzaga.

Muntr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degemeret e veze e lez an Este, pa zimezas Alfonso Iañ d'Este da Lucrezia Borgia, ha dont a reas da vezañ he den a fiziañs.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]