Francesco Iañ Sforza
- Ur pennad Francesco Sforza zo ivez.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh Milano |
Anv e yezh-vamm an den | Francesco Sforza |
Anv-bihan | Francesco |
Titl noblañs | margrave |
Anv | François Sforce, Francesco Sforza, Count Francesco Sforza |
Deiziad ganedigezh | 23 Gou 1401 |
Lec'h ganedigezh | San Miniato |
Deiziad ar marv | 8 Meu 1466 |
Lec'h ar marv | Milano |
Abeg ar marv | edema |
Lec'h douaridigezh | Milan Cathedral |
Tad | Giacomo Attendolo |
Mamm | Lucia Terzani |
Breur pe c'hoar | Elisa Sforza, Antonia Sforza, Alessandro Sforza, Leone Sforza |
Pried | Polissena Ruffo, Bianca Maria Visconti |
Kompagnun(ez) | Giovanna d'Acquapendente |
Kar | Ardizzone da Carrara, Manfredo da Barbiano |
Familh | Tiegezh Sforza |
Micher | condottiero |
Karg | duke of Milan |
Relijion | Katoligiezh |
Grad milourel | jeneral |
Perc'henn war | Castello Sforzesco |
Prizioù resevet | Order of the Garter |
Deskrivet dre | Francesco Sforza |
Francesco Sforza ( 1401-1466), a oa condottiero er c'h-Quattrocento. Dont a reas da vout dug Milano war-lerc'h marvet an dug Filippo Maria Visconti e 1447, pa zimezas da Bianca Maria Visconti, pennhêrez, war-lerc'h dibenn ar Republik Ambrozian (1447-1450).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e San Miniato, e Toskana, e 1401. Mab bastard e oa da Muzio Attendolo « Sforza » ha da Lucia Terziani, eus Marsciano.
E dad a oa condottiero, genidik eus Pescara, hag a vrezelias evit an Tiegezh Visconti, goude Firenze, ha duged Anjev Naplez. E vugaleaj a dremenas e Firenze hag e lez Niccolò III d'Este e Ferrara. Eno e voe desket mat, gant Guarino Guarini dreist-holl, lesanvet il Veronese. Da-heul e da ez eas da vrezeliñ da Naplez. Eno, da unnek vloaz, e miz Kerzu 1412, e voe anvet da gont Tricarico gant ar roue Ladislao Iañ hag armet en marc'heg.
Ar c'hontig (" Il conticello"), evel ma veze graet anezhañ neuze, a zimezas da Polissena Ruffo, un dimezell eus skourr Montalto, intañvez ar marc'heg gall Giacomo de Mailly, perc'henn douaroù bras. Seitek vloaz e oa, pa voe graet an eured, d'an 23 a viz Here 1418, e Rossano. Ne oa ket bihan an argouroù: Paola, priñselezh Rossano, Calimera, Caccuri, Montalto, Policastro ha douaroù all hag a voe fiziet en Angelo Simonetta. E 1420 e varvas Polissena goude genel ur verc'h, Antonia Polissena, a varvas buan ivez.
En 1424 e varvas tad Francesco, ha kemeret e voe penn e armead gant e vab, a laboure evit an hini a baee ar muiañ.
Evit Janed II Naplez e lakaas seziz war gêr Naplez. Servij a reas Tiegezh Visconti Milano a-enep Republik Venezia hag ar pab Ujen IV a dennas marz Ancona digantañ.
En 1434 e teuas ar pab da ginnig dezhañ an titloù a vikel ar pab ha gonfalonniero an Iliz evit mont a-enep en échange de son service a-enep Milano.
Neuze e reas emglev gant Venezia. Sforza a laoske Brescia ha Crema ganti, hag en eskemm e oa anavezet evel aotrou an holl zouaroù a c'hallje tapout. Hag eñ da gemer Pavia, Novaro hag Alessandria, ha goude mont da lakaat seziz war gêr Milano, a voe kemeret gantañ d'ar 26 a viz C'hwevrer 1450. Neuze e voe anvet da aotrou ha dug kêr.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dimezet e 1418 gant Polissena Ruffo († 1420)
- Addimezet d'ar 14 a viz Here 1441 gant Bianca Maria Visconti
- Galeazzo Maria (1444 - 1476), Dug Milano adal 1466 betek e varv e 1476
- Ippolita Maria (1446 - 1488), dimezet e 1465 Alfonso di Aragona
- Filippo Maria (1445 - 1492), kont Corsica ha Pavia
- Sforza Maria (1449 - 1479) dug Bari
- Ludovico Maria, lesanvet "il Moro" (1452-1508), dug Bari ha Milano;
- Elisabetta Maria (1453-1472)
- Ascanio Maria (1455 - 1505), Eskob Pavia, kardinal
- Ottaviano Maria (1458 - 1477), Kont Lugano
- Ouzhppenn-se en doe kalz a vesterd, hervez istorourien zo e vije bet 40, hervez darn e vije bet kalz muioc'h, ha setu ar re anavezetañ:
- Digant e serc'h Giovanna d'Acquapendente en doe tri bugel all: