Mont d’an endalc’had

Polissena Ruffo

Eus Wikipedia

Polissena Ruffo (1400-1420) a oa ur briñsez italian, eus Calabria, er XVvet kantved. Priñsez Rossano e oa, kontez Corigliano ha Montalto, ha merc'h da Carlo Ruffo di Montalto[1] ha Ceccarella Sanseverino.

An tiegezh Ruffo, a oa meur a skourr anezhañ, a oa en e zalc'h un toullad brav a zouaroù e Rouantelezh Naplez, en em lede eus Calabria da v-Basilicata hiziv. Evit dimeziñ e rankent goulenn an aotre digant ar roue[2]. Ur c'hoar yaouankoc'h he devoa Polissena, Covella hec'h anv, hag a oa dugez Sessa; o-div e oant hêrezed an Tiegezh Ruffo eus Montalto.

Janed II Naplez a roas hec'h aotre da eured Polissena gant ar marc'heg gall Jacques de Mailly, a veze da-heul Jacques de la Marche[2] senesal meur Naplez[3]. Ar pried nevez avat a varvas ur pennad goude an eured.

E 1417 Giovanna II rese principato douar Rossano concedendolo a Polissena[4], kentañ priñsez Rossano[5]. Tri bloaz a-raok, e 1414, he devoa Janed roet dezhi douaroù he zad Carlo Ruffo.

D'an 23 a viz Here 1418, e Rossano, ec'h addimezas Polissena da Francesco Sforza, mab da Muzio Attendolo Sforza, hag a oa da vezañ dug Milano. En argouroù e tegase an intañvez yaouank domanioù Paola, priñselezh Rossano, Calimera, Caccuri, Montaldo, Policastro ha douaroù all hag a voe fiziet en Angelo Simonetta da verañ[6], il cui nipote Cicco sarebbe diventato sekretour gant Francesco Sforza, Galeazzo Maria Sforza ha Bona di Savoia.

E 1419 e c'hanas Polissena ur verc'hig, Antonia Polissena, a varvas tost kenkent, hag he mamm war he lerc'h.

Marv Polissena a voe lakaet war gont a c'hontamm en amzer-se[7] kontall hag a vije bet roet dezhi gant un eontr dezhi[8].

  1. Hervez skridoù zo e vije bet merc'h da Antonio Ruffo
  2. 2,0 ha2,1 [https://web.archive.org/web/20060512044930/http://www.castellodicaccuri.it/0410/storia/ruffo.htm Castello di Caccuri
  3. http://it.wikisource.org/wiki/Sommario_delle_vite_de'_duchi_di_Milano/Francesco_I_Sforza
  4. https://web.archive.org/web/20060507062205/http://biblio.area.cs.cnr.it/bibliocalab/biblioteche/rossano/tour/base/present.html
  5. [https://web.archive.org/web/20080214152648/http://users.pandora.be/carlo.fontana/elenco20.html elenco20
  6. Storia di Milano ::: Cicco Simonetta
  7. RossanoWeb - Storia
  8. Francesco Sforza