Eleonora di Napoli
Eleonora di Napoli, pe Eleonora di Aragono, pe c'hoazh Eleonora d'Aragona e Napoli (en italianeg), pe Eleonora Naplez, pe Leonor Aragon (e brezhoneg), ganet d'an 22 a viz Mezheven 1450 ha marvet d'an 11 a viz Here 1493, a oa kentañ Dugez Ferrara, Modena ha Reggio en Italia er XVvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha d'e bried Isabella de Taranto. C'hoar e oa da Alfonso II Naplez, Federico Iañ Naplez ha da Beatrice d'Aragona, a voe rouanez Hungaria ha pried da Mattia Corvino (roue Hungaria) ha da Ladislao II Bohemia en e c'houde.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e vije bet en-bugel da Massimiliano Sforza, Dug Bari. Karantez a voe etrezi hag ar c'hont yaouank Diego Iañ Cavaniglia di Montella.
D'an 3 a viz Gouhere 1473, da 23 bloaz, e voe dimezet da Ercole Iañ d'Este, Dug Ferrara. Goude an eured e Naplez ez eas da Ferrara da vevañ.
Gouarn a rae gant furnez ha nerzh pa veze aet he fried diouzh ar gêr ha perzh a gemere en "Esame delle Suppliche", ma veze dieubet prizonidi Ferrara.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel he deus bet, div verc'h ha pevar mab:
- Isabella (1474-1539), a zimezas da Francesco II Gonzaga, markiz Mantova,
- Beatrice (1475-1497), a zimezas da Ludovico Sforza, lesanvet il Moro, dug Milano; mervel a reas da 22 vloaz;
- Alfonso (1476-1534), a voe dug Ferrara war-lerc'h e dad, hag a zimezas da Anna Sforza ha da Lucrezia Borgia,
- Ferrante d'Este (1477-1540), a iriennas a-enep e vreur dug;
- Ippolito (1479-1520), kardinal,
- Sigismondo d'Este (1480-1524).
Bez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beziet e voe dindan ur pezh marbr e manati Corpus Domini e-kichen he mab Alfonso, he merc'h-kaer Lucrezia Borgia, ha daou niz, Alessandro d'Este hag Isabella d'Este .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sarah Bradford, Lucrezia Borgia, Mondadori Editore, Milano,b2005, ISBN 88-04-55627-7