Ferrante d'Este
Ferrante d'Este (Napoli, 1477 – Ferrara 1540) a oa mab da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, ha da Eleonora d'Aragona, merc'h da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, a roas dezhañ anv e dad-kozh. Breur e oa da Alfonso Iañ d'Este, dug war-lerc'h e dad, d'ar c'hardinal Ippolito d'Este ha da Isabella d'Este, dimezet da Francesco II Gonzaga.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa er c'h Castel Capuano, e Napoli. Pa voe badezet d'ar 7 a viz Here 1477 e voe roet dezhañ anv tad e vamm, ar roue Ferdinando Iañ Naplez. Giuliano della Rovere e oa e baeron. Savet e voe e lez Aragon, bro orin tiegezh e vamm.
E lez Charlez VIII
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1493 e voe pedet gant e dad da vont da servij ar roue gall Charlez VIII e lez Bro-C'hall. Pan eas Charlez da aloubiñ Italia, e tivizas Ferrante leuskel ar C'hallaoued da vont en o hent da-vetek Napoli ha chom e Roma da zispign a gelorniadoù ar gwenneien kaset dezhañ bep an amzer gant e dad.[1] O welout pegen lezirek e oa e vab e kasas an dug Ercole ul lizher gourdrouz dezhañ, evit e lakaat da ober e seizh gwellañ da servij ar roue ha da blijout dezhañ o vont adarre gant an arme c'hall.[1] Mont a reas ar mab eta d'en em gannañ gant Charlez en emgann Fornovo ha goude e tistroas d'e heul da Vro-C'hall. E 1497 avat e tistroas da Italia .
Distro da Ferrara
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1498 e voe roet dezhañ condotta gant Venezia evit ober brezel da gêr Pisa. A-gevret gant Marco da Martinengo, Gurlino Tombesi ha Filippo Albanese, e tifennas Pisa diouzh arme Firenze betek nevezamzer 1499, pa zistroas da Ferrara, ha torret he lizher gant Venezia.
E 1499 ez eas gant e vreur Alfonso da gêr Milano d'ober anaoudegezh gant ar roue gall Loeiz XII, a oa o paouez aloubiñ Lombardia. Dle bras a reas Ferrante el lez c'hall ha ne blijas ket nemeur d'ar roue.[1]
E 1502 e voe kaset da Ferrara da zerc'hel Cento ha Pieve, a oa bet roet gant ar pab Alesant VI d'an Tiegezh d'Este.
Etre ar vreudeur Este e savas tabut diwar-benn ur soner, don Rainaldo. Hennezh a servije Giulio d'Este, bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal Ippolito d'Este e gaout evit e chapel. Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da Rocca del Gesso, ur c'hreñvlec'h a oa da Giovanni Boiardo, kont Scandiano. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet an den hag a-gevret gant Ferrante ha tud armet ec'h eas da adkemer ar soner. Ippolito, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr Modena ha Giulio da gêr Brescello.[1]
Pe Lucrezia, pe Isabella d'Este hag he fried Francesco II Gonzaga a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur.[1]
Irienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iriennañ a reas gant e hantervreur Giulio d'Este (1506) a-enep o breur, an dug Alfonso Iañ d'Este. Meur a wech e klaskjont e lazhañ, met kazeg a rejont bep taol. Tud all a deuas da gemer perzh en irienn, hag en taol-mañ e oa anv da lazhañ ar breur kardinal ouzhpenn an dug. Met ne deuas ket an iriennerien a-benn da gas o mennad da benn-vat, hag al lazherien, a oa da noz o c'hortoz Alfonso e straedoù teñval Ferrara, a c'hwitas war o zaol.
Diskuliet e voe an irienn gant spierien o breur kardinal, Ippolito d'Este, ha hennezh, evel-just, a roas keloù d'an dug. Enklask a voe, kablus e voe kavet Giulio ha Ferrante, ha tri den all gante (Albertino V Boschetti en o zouez). Tec'hel a c'hallas Giulio, da Mantova, ma voe bac'het gant Francesco II Gonzaga ha deroet da Alfonso. Kondaonet e voent d'ar marv, met lamaet e voe ar c'hastiz ha bac'het e chomjont e Tour al Leoned. Kemeret e voe o madoù gant an dud da reiñ d'e vignoned.
Bac'het e voe Giulio ha Ferrante war urzh o breur henañ Alfonso e 1506, ha chom a reas Ferrante en toull betek e varv, 34 bloaz goude, da 63 bloaz. Gwech ebet ne deuas den d'e welout. Giulio avat a voe dieubet gant e niz Alfonso II d'Este goude 53 bloavezh er vac'h, d'an oad a 80 vloaz .
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Sarah Bradford. Lucrezia Borgia. Milano, Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sarah Bradford, Lucrezia Borgia, Milano, Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7
- Sergio Mantovani, "Ad honore del signore vostro patre et satisfactione nostra". Ferrante d'Este condottiero di Venezia, Ferrara-Modena, 2005.
- P. Litta. Famiglie celebri italiane. 1834, Milano.