Emgann Fornovo
Emgann Fornovo zo un emgann a c'hoarvezas d'ar 6 a viz Gouhere 1495, e Fornovo di Taro en Italia, un 30 km er c'hreisteiz da gêr Parma, e-kerzh Kentañ brezel Italia (1494-1497), etre arme c'hall Charlez VIII hag armeoù italian enebet ouzh Bro-C'hall. Laret e vez anezhañ e oa kentañ krogad bras brezelioù Italia .
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet e oa a-benn ar roue gall da dreuziñ Italia da vont betek Rouantelezh Naplez ha d'he c'hemer hep re a boan. Met displijet-bras e oa stadoù Italia o welout un arme estren er vro, ha lod anezhe a oa izili ur c'hevre aozet gant Venezia a-enep ar C'hallaoued.
Ret e voe da Charlez VIII hastañ buan distreiñ da Vro-C'hall ma ne felle ket dezhañ kavout e holl enebourien unanet war e hent d'ar gêr. Ne oa ken nemet 9000 soudard gantañ. Gant poan e treuzjont an Apenninoù, o sachañ o c'hanolioù d'o heul, pa errujont dirak Fornovo d'ar 5 a viz Gouhere 1495. Eno e kavjont un armead enebourien, 35 000 a dud enni, ha renet gant Francesco II Gonzaga, markiz Mantova, a oa ouzh o gortoz abaoe an 28 a viz Mezheven.
Emgann Fornovo a voe d'ar 6 a viz Gouhere ha trec'h e voe ar C'hallaoued, goude ma oa niverusoc'h o enebourien, hag evel-se e c'halljont kenderc'hel war hent an distro.