Mont d’an endalc’had

Giulio d'Este

Eus Wikipedia

Giulio d'Este (1478-1561) a oa mab bastard da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, ha da Isabella Arduino, dimezell a enor gant Eleonora di Napoli, pried Ercole.

E dad Ercole en doa c'hwec'h bugel, div verc'h ha pevar mab:

Hantervreudeur all en doa Giulio, met gant e hantervreur Ippolito d'Este, bloaz yaouankoc'h, deuet da vout kardinal, ne oa ket evit en em ober tamm ebet.

Tabut ha skrapadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar vreudeur Este e savas tabut diwar-benn ur soner, Don Rainaldo. Hennezh a servije Giulio d'Este, bastard da Ercole Iañ, met fellout a rae d'ar c'hardinal Ippolito d'Este, mab d'an dug hervez al lezenn, e gaout evit e chapel.
Ippolito, war-dro dibenn 1504, a deuas da Ferrara abalamour ma oa manet klañv o zad, a skrapas Rainaldo hag a gasas anezhañ da Rocca del Gesso, ur c'hreñvlec'h a oa da Giovanni Boiardo, kont Scandiano. E miz Mae 1505 e ouias Giulio pelec'h e oa kuzhet ar soner, hag a-gevret gant e hantervreur Ferrante d'Este, ha tud armet d'o heul, ec'h eas da adkemer ar paotr yaouank. Ippolito avat, a oa harp divrall e vreur henañ Alfonso, an dug, ac'h eas da glemm ouzh Alfonso diwar-benn an taol-se hag Alfonso da harluiñ an daou vreur: Ferrante da gêr Modena, ha Giulio da gêr Brescello. Pe Lucrezia, eil pried an dug Alfonso, pe Isabella d'Este hag he fried Francesco II Gonzaga, a deuas a-benn da lakaat Alfonso da bardoniñ e vreudeur en taol-mañ.

Tabut adarre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut a savas adarre etre Giulio hag Ippolito, diwar-benn ur vaouez en dro-mañ.

Lucrezia, pried an dug Alfonso, he devoa ur geniterv, Angela Borgia, hag a blije d'an daou vreur, nemet da Giulio eo e oa douget. Ar C'hardinal Ippolito a rae al lez d'ar goantenn hag a glevas anezhi o lavarout dezhañ un deiz: "Monsignore, daoulagad ho preur Giulio a dalv muioc'h egedoc'h penn-kil-ha-troad ...". Dirollañ a reas ar cr'hardinal gant ar gonnar.

D'an 3 a viz Du 1505, edo Giulio o tistreiñ eus ur veaj en devoa graet da Belriguardo, pa voe gronnet gant servijourien da Ippolito, en devoa lavaret dezho lazhañ e hantervreur ha dilagadiñ anezhañ. E-unan edo Giulio, ne oa ket evit en em zifenn, met ne voe ket lazhet. Bazhataet e voe avat, gloazet, ha kontellataet e zaoulagad. Ne gollas nemet ul lagad koulskoude. Ippolito e-keit-se en doa hastet brudañ un istor all, ha dont a reas a-benn da bellaat ar c'hastiz diwar e gein.

E miz Kerzu e kredas Alfonso e oa deuet a-benn da lakaat ar peoc'h da ren etre an daou vreur.

Greunenn en devoa miret Giulio ouzh Ippolito war-lerc'h ar bazhadoù o devoa graet droug bras d'e weled ha d'e zremm gaer, hag ouzh Alfonso, ha n'en devoa ket kastizet Ippolito.

E 1506 e reas Giulio d'Este emglev gant e hantervreur Ferrante d'Este hag en devoa c'hoant da vezañ dug e-lec'h o breur, ha gant tud all hag o devoa droug ouzh an dug Alfonso. Steuiñ a rejont un irienn da gaout an dizober eus Alfonso hag e harper feal Ippolito.

Siwazh dezho, ne oant ket gwall ampart. Div wech e klaskjont e lazhañ, da noz er straed teñval, gant kontilli kontammet, met kazeg a rejont bep taol.

Diskuliet e voe an irienn gant spierien o breur kardinal, Ippolito d'Este, e-pad ma oa an dug o veajiñ. Lucrezia hag Isabella a alias Giulio da dec'hel da gêr Mantova, da gaout gwarez digant e vreur-kaer Francesco Gonzaga. Ha Francesco, en desped da c'houlenn Alfonso, a nac'has adkas Giulio dezhañ.

Barnet e voe an iriennerien daoust da se e ti Sigismondo d'Este, ar breur yaouankañ. Giulio ha Ferrante, ha tri all c'hoazh, a voe kondaonet d'ar marv.

Eventually succumbed to the pressure of

Alfonso a c'hourdrouzas e vreur-kaer kas un arme d'e vreur-kaer Francesco, da gerc'hat an irienner Giulio, ha gwelloc'h e kavas dug Mantova kas Giulio da Ferrara en-dro.

Ne voe ket lakaet Giulio na Ferrante d'ar marv, kontrol d'an iriennerien all. Bac'het e voe Ferrante war urzh e vreur Alfonso e 1506, ha chom a reas en toull betek e varv, 34 bloaz goude, e 1540, da 63 bloaz. Gwech ebet ne deuas den d'e welout.

Giulio avat a voe dieubet gant e niz Alfonso II d'Este goude 53 bloavezh er vac'h; 81 bloaz e oa. A-hervez e souezhas an dud ouzh e welout er straed rak sonn e oa c'hoazh ha gwisket evel 50 vloaz a-raok[1].

  1. L. Chiappini, cit., pp. 220-222

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]