Plac'h-enor
(Adkaset eus Dimezell a enor)

Poltred Anne Boleyn, gant ul livour dianav. Anne Boleyn a oa dimezell a enor gant ar rouanez Catalina de Aragón a-raok dimeziñ d'ar roue Herri VIII.

En daolenn Las Meninas gant Velázquez e weler an infantez Margarita de Austria gant he dimezelled Isabel de Velasco ha María Agustina Sarmiento de Sotomayor. 1656.
Ur plac'h-enor, pe dimezell a enor pe dimezell a heul, en ul lez, zo ur plac'h karget da servij ur rouanez pe ur briñsez, pe un itron a renk uhel.
En istor Europa e veze alies ur plac'h eus an noblañs, hogen a renk izeloc'h eget an hini edo o servij. Koulskoude e veze muioc'h ur gompagnunez d'he mestrez eget ur servijerez.
Plijout a rae d'ar rouaned ha d'o mibien merc'heta e-touez ar plac'hed-enor-se ma veze aes dezho kavout serc'hed yaouank diouzh o ezhomm.
Plac'hed a enor brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mary Boleyn, c'hoar da Anne Boleyn, serc'h da Herri VIII er bloavezh 1520
- Peder eus gwragez Herri VIII, Anne Boleyn, Jane Seymour ha Catherine Howard a voe dimezelled a enor a-raok dimeziñ d'ar roue;
- Sarah Jennings, pried 1añ Dug Marlborough;
- Cynthia Elinor Beatrix Hamilton
- Murasaki Shikibu, skrivagnerez
- Sei Shōnagon
- Charlotte von Stein
Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal, itron gant ar rouanez Marie-Antoinette.