Eugenia de Montijo
![]() |
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |

María Eugenia Palafox Portocarrero y Kirkpatrick, anavezet e galleg evel Eugénie de Montijo (Granada d'ar 5 a viz Mae 1826 – Madrid, 11 a viz Gouhere 1920) a oa ur briñsez spagnol, kontez Teba,a zeuas da vout impalaerez Bro-C'hall goude dimeziñ da Napoleon III (1808-1873).
E Granada (Andalouzia) e oa bet ganet en ti niverennet 12, calle ("straed") de Gracia. Merc'h yaouañ kont ha kontez Teba e oa. He zad e oa Cipriano de Palafox y Portocarrero (1784-1839), kont Teba, breur yaouañ kont Montijo – gantañ ez eas an titl diwezhatoc'h – aet a-du gant Bro-C'hall en amzer Napoleon Iañ. Ofiser e oa, perzh a gemeras en Emgann Pariz e 1814 ma rankas Napoleon Iañ dilezel ar galloud goude bezañ bet faezhet.
Ur mab he doe, Napoléon Eugène Louis Jean Joseph Bonaparte, anavezet ivez evel Louis-Napoléon (Pariz, 16 a viz Meurzh 1856 – Ulundi, Natal, Suafrika, 1añ a viz Mezheven 1879).