Natal (Suafrika)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiañ Natal e Suafrika

Natal a zo unan eus proviñsoù kozh Suafrika. Pietermaritzburg e oa ar gêr-benn anezhi. Etre 1838 ha 1843 e oa ur republik boer (gant an anv Natalia), a-raok dont da vezañ ur proviñs e dalc'h Breizh-Veur betek 1910, hag ur proviñs eus Suafrika betek 1994. Adkavout a reer an anv e hini KwaZulu-Natal, savet e 1994.