Marbr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marbr
Delwenn David e Firenze, e marbr.

Ar marbr (pe marmor) zo ur roc'h vetamorfek deuet diwar ar maen-raz, hag a gaver e livioù a bep seurt, ennañ roudoù evel gwazhied a-wechoù.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra ar ger eus an anv latin marmor.

Pelec'h e kaver marbr?[kemmañ]

Er menezioù dreist-holl e kaver marbr.
An den en deus kroget da implij kalz a marbr e bro C'hres, gant mengleuzioù a-us Aten, er Mor Marmara, e Aliki (enezenn Tasos) ha war enez Paros, en enezeg Kikladez.
Adalek an impalaeriezh roman e voe implijet kalzig marbr Carrara en Italia, brudet c'hoazh hirie-an-deiz.

Marbr Paros, skouerioù kizelerezh[kemmañ]

Marbr Carrara, skouerioù kizelerezh[kemmañ]

Tisavouriezh ha kizellerezh[kemmañ]

Implijet eo bet ar marbr gant an disavourien hag ar gizellerien, abaoe an Henamzer. Brudet eo Akropol Aten, Taj Mahal an Indez, delwennoù marbr Michelangelo Buonarotti.

E Breizh[kemmañ]

En iliz-veur Naoned emañ bez Frañsez II, dug Breizh, ur monumant e marbr Carrara.


Notennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.