Enez Marmara

Eus Wikipedia
Marmara, gwelet eus an oabl
Marmara, hag an inizi amezek.

Enez Marmara (Marmara Adası e turkeg, Προκόννησος Prokonnisos e gresianeg) zo un enezenn eus Turkia, e Mor Marmara. E proviñs Balıkesir emañ.

117 km² eo he gorread ; an dorgenn uhelañ, anvet Büyükçayır tepesidir zo 699 metr uhelder. Annezet eo enez Marmara gant 7 500 a dud.

Erruout a reas ar C'hresianed e Prokonessos (Προκόννησος), anv kozh an enezenn, en IIIde milved kent JK.

E -493 e voe devet gant Darios Iañ, roue Pers.

Abaoe an Henamzer eo brudet an enezenn abalamour d'ar marbr gwenn a gaver enni, alese he anv. Implijet eo bet ar marbr-se evit sevel ur bern savadurioù en Azia Vihanañ ha pelloc'h zoken, e broioù eus reter ar Mor Kreizdouar, da vare an Impalaeriezh vizantat. Implijet e vez ar mengleuzioù hiziv c'hoazh.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panorama eus Enez Marmara.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.