Akropol Aten

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Athens Acropolis.jpg

Akropolis Aten eo an akropolis (pe akropol) brudetañ er bed. Lec'h uhelañ kêr Aten eo, anezhañ ur roc'h plaen a sav 150 m uheloc'h eget ar mor, hag eno emañ ar savadurioù ha monumantoù pouezusañ savet en Henamzer. Akropoloù (pe akropoleis hervez ar gregach) a oa ivez e kêrioù arall en Hellaz, met alies e lavarer an Akropol hep mui d'ober anv eus hini Aten. Kekropia a veze graet anezhañ ivez, war-lerc'h Kekrops, an den-naer a oa kentañ roue Aten hervez ar vojenn.


Savadurioù pouezusañ Akropolis Aten[kemmañ]

- ar Partenon, ennañ un delwenn d'an doueez Atena;

- Delwenn arem hag aoter an doueez Atena, er-maez;

- An Erekteion, gant un delwenn all c'hoazh eus Atena e koad-olivez;

- Templ Atena Nike, hag un toullad re all.