Nike

Eus Wikipedia
Delwenn Nike en he sav e dorn delwenn Zeus (Mirdi ar Peniti).

Nike (Νίκη e gregach) e oa doueez an trec'h gant tud Hellaz kozh. Heñvelekaet eo ouzh Victoria ar Romaned.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'an Titan Pallas ha da Styks (an Dour), ha c'hoar da g-Kratos (ar galloud), Bia (an nerzh), ha Zelos (ar gred, an intampi), holl doueed tost da Zeus.

Alies ez eus bet kaoz anezhi evel renerez karr an doueed. A-wechoù e vez kemmesket gant an doueez Athena, hag anvet Athena Nike.

Azeulidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwennig eus Nike e marmor Paros, kavet en Epidauros: ouzh talbenn kornôk Templ Artemis e oa. Emañ Nike o nijal war-raok, dispak he divaskell, he gar dehoù laket en a-raok vole. En ur pezh marmor disheñvel eo an divaskell, ha staget e toulloù graet e divskoaz an delwenn. Dibenn ar IVe kantved kt JK. War ziskouez e Mirdi Hendraouriezh Aten.

Azeuliñ an doueez a veze graet gant prosesionoù, evadegoù, aberzhoù, evit treiñ Nike a-du gant hec'h azeulerien. Goulennoù e stumm pedennoù a c'halled kinnig d'ar belegezed en temploù, hag ar re-se o c'hemenne d'an doueez en orakloù. Ma veze respont digant an doueez e veze roet d'ar goulenner gant ar velegez.

Un delwenn da Nike, Nike Samothrake (pe "Trec'h Samothrake"), a c'haller gwelout e Mirdi al Louvre e Pariz.

Anvioù deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù Nike[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e vez diskouezet evel un doueez askellek. Un delwenn brudet anezhi eo an Athena Nike (anvet ivez Nike Samothrake) a zo miret e Mirdi al Louvre.