Zelos

Eus Wikipedia

Zelos (Ζῆλος e gregach, "intampi", "gred") a oa mab da Pallas an Titan ha d'an nimfenn Styks[1].

Breur e oa da Nike (an Trec'h), Kratos (ar Galloud), ha Bia (an Nerzh), a oa kannaded askellek Zeus[2].

Arouez an engouestl, ar c'hendamouez, ar warizi eo. Dre al latin zelus, eo kar ar ger gresianek da zeal e saozneg, hag ar ger zèle e galleg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hesiodos, Theogonia 383–5.
  2. Hesiodos, Theogonia 386–7.