Mont d’an endalc’had

Karl Veur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Karl-Veur)
Karl Veur
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Anv ganedigezhKarlus Kemmañ
Titl noblañsRoue ar Franked, King of Lombards, Impalaer roman germanek Kemmañ
AnvCharles Ier Kemmañ
Deiziad ganedigezh740s Kemmañ
Lec'h ganedigezhRouantelezhioù ar Franked Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gen 814 Kemmañ
Lec'h ar marvAachen Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhAachen Cathedral, Palatine Chapel Kemmañ
TadPepin Grenn Kemmañ
MammBertrada Laon Kemmañ
Breur pe c'hoarGisela (757-810), Adelais, Chrothais, Karloman Iañ, Pepin Kemmañ
PriedDesiderata Lombardia, Hildegard Vintzgau, Fastrada, Luitgard, rouanez ar Franked, Himiltrude Kemmañ
Kompagnun(ez)Regina, Himiltrude, Madelgard, Gersuinda, Ethelind Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin, gresianeg, frankeg Kemmañ
Michermonark, penndiern Kemmañ
Kargdug Bavaria, Roue ar Franked, King of Lombards, Impalaer roman germanek Kemmañ
Appointed byLeon III Kemmañ
RelijionIliz katolik roman, kristeniezh Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionGwenvidig Kemmañ
Gouel18 Genver Kemmañ
Deiziad echuiñ814 Kemmañ
Present in workOrlando furioso Kemmañ
PrantadEarly Middle Ages Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Karl Veur hag ar Pab Adrian I

Karl Veur (742- Aachen, 28 a viz Genver 814), anvet Charlemagne e galleg, Charlemagne pe Charles the Great e saozneg, Karl der Große en alamaneg, ha Carolus Magnus e latin, a voe roue ar Franked (771-814) hag Impalaer ar C’hornôg (800-814). Sellet e vez outañ hiziv, koulz e Bro-C'hall hag en Alamagn, evel unan eus diazezourien pep hini eus an div vro-se.

Mab henañ Pepin Grenn e oa Karl, ha ganet e oa bet, war a greder, d’ar 1añ a viz Ebrel 742. Met hervez istorourien zo e vije bet kentoc’h e 747 pe e 748. Ren a reas war ar Franked war-lerc’h marv e vreur Karloman Iañ (771).

Tagañ a reas al Lombarded annezet en hanternoz Italia (774). Gant ar brezel aloubidigezh-se e voe diskouezet e oa deuet galloud ar rouaned frank da vezañ bras : Karl Veur a gemeras an anv a roue al Lombarded. A-hed e vuhez e voe Karl-Veur o vrezeliañ. Aloubiñ a reas bro ar Saksoned en hanternoz Alamagn ha lakaat anezho da dreiñ da gristenien. Lakaat a reas, goude se, ar Friziz da sujañ hag aloubiñ a reas Panonia. Klask a reas aloubiñ Spagn, met ne voe ket trec’h a-enep ar vuzulmaned a oa eno. Dont a reas a-benn koulskoude da grouiñ un takad anvet Marca Hispanica (Marz Spagn), war an harzoù etre e impalaeriezh ha Spagn. En hevelep doare e klaskas aloubiñ Breizh ha dont a-benn da grouiñ Marz Breizh (789-790), un takad evit mirout ouzh ar Vretoned da vont pelloc’h war-zu ar reter, hag ennañ broioù Naoned, Roazhon ha Gwened. Dindan beli ur c’hont e oa bet lakaet Marz Breizh. Unan anezho e voe Rolant, un niz da Garl Veur, an hini a voe lazhet e Roncevaux (771), pa oa armeoù an impalaer o klask aloubiñ Spagn.

Ken bras e oa deuet e zomani da vezañ ma soñjas adsevel Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Gant ar Pab e voe kurunet impalaer e Roma d’ar 25 a viz Kerzu 800. Evel-se e oa lakaet Impalaeriezh ar Garolingidi war ar memes live hag impalaeriezh Bizantion ha Kalifelezh Baghdad.

Delwenn Karl Veur e Frankfurt, un delwenn eus an XVIIIvet kantved

Kenderc’hel a reas Karl Veur gant labour e dad evit kempenn mererezh ar vro. Eus Aachen, ma oa e gêr-benn, e veze renet an impalaeriezh gantañ. Kas a rae e pep rannvro un noblañs en e c’hourc’hemenn, anvet missus dominicus (kefridiad ar mestr) hag un eskob. En amzer Karl Veur e voe savet al lur, un unanenn voneiz hag un unanenn bouez. Rannet e oa al lur (moneiz) e 20 gwenneg ha rannet e oa pep gwenneg e 12 diner. Yezh pemdeziek Karl Veur e oa ar frankeg, ur yezh c’hermanek komzet gant ar Franked. Gouzout a rae latin hag un tamm gresianeg ivez. Un doare azginivelezh e voe mare e impalaeriezh. Ne ouie ket skrivañ gwall vat met desket en doa lenn ha broudañ a reas an dud da zeskiñ lenn en-dro dezhañ dre sevel skolioù en e balez. En e amzer e voe adskrivet dornskridoù latin, harpet e voe an arz (adeiladouriezh, lennegezh) ha liammoù kenwerzhel a voe gant broioù ar Reter nesañ.

Sinadur Karl Veur (Karolus)

Pa varvas Karl Veur, e 814, e voe douaret en iliz-veur Aachen. War e lerc’h e renas e vab, Loeiz an Deol, a oa bet kurunet e 813. Gant Karl Veur e oa kroget remziad ar Garolingidi.

Ar Priz Karl Veur a vez roet bep bloaz, e kêr Aachen, d’un den hag en deus kaset war-raok unvanidigezh Europa.

Pennadoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]





En e raok:
Pepin III
Rouaned ar Franked

768814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol


En e raok:
Dider Lombardia
Rouaned al Lombarded

774814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol


En e raok:
Den ebet
Impalaer ar C'hornôg

800814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol