Dylan Eil Ton
Neuz
Dylan Eil Ton (hervez ar c'hrenngembraeg) pe Dylan Ail Don (er yezh a-vremañ) eo anv breur Lleu Llaw Gyffes ha mab Arianrhod er Mabinogi.
Menegoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a varzhoneg zo e Levr Taliesin diwar-benn Taliesin Ben Beirdd ma reer anv eus Dylan, hag en dornskrid-se e lenner ur marvnad dezhañ ivez. Un anv all dezhañ en Llyfr Taliesin eo 'Dylan Ail Môr'.
Maen Dylan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Englynion y Beddau (e Levr Du Caerfyrddin), eo skrivet emañ bez Dylan e kornad Clynnog Fawr en Arfon, e Gwynedd:
- Yn ydd wna ton dolo
- Bedd Dylan (yn) llan Beuno[1].
Emañ Trwyn (fri) Maen Dylan e-tal Aberdesach e kumuniezh Clynnog. Er mor emañ Maen Dylan, ur garreg ouzh troad an Trwyn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A. O. H. Jarman (gol.), Llyfr Du Caerfyrddin (Caerdydd, 1982).