Gwynfor Evans
Neuz
Gwynfor Evans
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Gwynfor Evans |
| Anv-bihan | Gwynfor |
| Anv-familh | Evans |
| Deiziad ganedigezh | 1 Gwe 1912 |
| Lec'h ganedigezh | Y Barri |
| Deiziad ar marv | 21 Ebr 2005 |
| Lec'h ar marv | Pencarreg |
| Bugel | Meinir Ffransis |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, kembraeg |
| Yezh implijet dre skrid | kembraeg |
| Micher | politiker, skrivagner, alvokad |
| Karg | member of the 44th Parliament of the United Kingdom, member of the 47th Parliament of the United Kingdom |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Aberystwyth, St John's College, Barry Comprehensive School |
| Lec'h labour | Londrez |
| Strollad politikel | Plaid Cymru |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | October 1974 United Kingdom general election |
| Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |


Gwynfor Evans (pe Gwynfor Richard Evans, e anv en e hed) a oa ur politikour kembreat, e penn Plaid Cymru. Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1912 en Y Barri ha marvet d'an 21 a viz Ebrel 2005 e Pencarreg. Unan eus politikourien bouezusañ Kembre eo bet en XXvet kantved. Prezidant ar strollad Plaid Cymru e voe etre 1945 ha 1981, hag an hini kentañ eo bet o c'hounit ur sez kannad e Ti ar C'humunioù, e Londrez, en anv Plaid Cymru, e 1966. Skrivet en deus ivez meur a levr a denn da istor pe da bolitikerezh Kembre.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aros mae (1971), O Chom Emañ
- Wales Can Win (1973), Kembre a c'hall Gounit
- Land of my Fathers (1974), Bro ma Zadoù
- National Future For Wales (1975), un dazont broadel evit Kembre
- Diwedd Pyrdeindod (1981), Diwezh ar Vreizhveuradelezh
- Bywyd Cymro (1982), Buhez ur C'hembread
- Seiri Cenedl (1986), Saverien ar Vro
- Pe Bai Cymru'n Rhydd (1989), Ma vefe dieub Kembre
- The Fight for Welsh Freedom {2000), Ar stourm evit Frankiz Kembre
- Cymru o Hud (2001), Hud Kembre
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rhys Evans, Gwynfor Rhag Pob Brad (2005)
- Gwynfor Evans, Ar Vro 38, Gouere-Eost 1966, p. 59
- Gwynfor Evans parle à Ar Vro, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 1
- Gwynfor Evans e Breizh, niverenn e-maez koumanant, Hor Yezh, 1986, 200p.
