Jean-Paul Moisan

Eus Wikipedia

Jean-Paul Moisan, ganet d'an 21 a viz Gwengolo 1957 ha marvet d'ar 17 a viz Eost 2012) a oa kelenner war ar genetik hag un embreger breizhat.

Kelenner war ar vezegiezh, Jean-Paul Moisan a oa bet e penn servij ar genetik e POS Naoned e lec'h ma'z a e penn renerezh arnodva ar genetik molekulel. Betek e varv e oa prezidant hag abaoe e grouidigezh e miz mezheven 2003 eus an IGNA ("Institut Génétique Nantes Atlantique") a zo un arnodva dielfennadur TDN an den evit palioù mezegel ha mezegel-lezel. Unan eus ar re en deus kaset war raok pol ar bevdeknologiezhioù Naoned eo ivez.

Marvet eo diwar gwallzarvoud e miz Eost 2012, a-vaez da Nervouster.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo ezel eus ar Strollad Sokialour Gall, a-raok bezañ e-barzh Strollad Breizh, ur strollad eo bet unan eus e grouerien.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur video eus Jean-Paul Moisan aterset war ijinerezh ar bezhin war lec'hienn Ensavadur Lokarn