Mont d’an endalc’had

Frank Darcel

Eus Wikipedia
Frank Darcel, gant e strollad Republik, e 2015

Frank Darcel (26 a viz Gwengolo 1958 e Loudieg - 14 a viz Meurzh 2024 e Ribadeo, Galiza) a oa ur c'haner gallek, soner, skrivagner gallek, sonerezhvarnour ha produer sonerezh breizhat. Savet en deus ivez an ti-embann ha label LATDK (Les Amis du Tuchenn Kador, "Mignoned Tuchenn Kador").

Ezel eo bet eus Strollad Breizh. Savet en deus an emsav Breizh Europa 2013 gant Caroline Ollivro ha stourmerien all.

Ar familh hag ar yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Plesala, er Menez, e oa Frank Darcel o chom pa oa bihan. Mezeg e oa e dad Jean Darcel ha kelennerez war al lizhiri e oa e vamm Simone al Lann, a orin eus Plufur. E skol-veur Roazhon e oant en em anavezet[1]. Tud vrudet e oa Jean ha Simone Darcel e Plesala : maered int bet o-daou, an eil war-lerc'h egile. Abaoe eo bet roet anv ar c'houblad da lec'hioù foran gant ar gumun : Simone Darcel eo anv ar skol bublik ha Jean Darcel hini stad ar sportoù[2].

Mont a reas Frank Darcel d'ar skolaj ha d'al lise e Loudieg. Evit mont da vedisin evel e dad ez eas da studiañ e Roazhon e 1975. A-benn ar fin e tilezas e studioù e fin an eil bloavezh, hep tremen e holl arnodennoù, evit en em ouestlañ d'ar sonerezh. Birvilh a oa gant ar rock e kêr Roazhon da neuze ha, just a-walc'h, krog e oa Frank Darcel da seniñ gant studierien all e 1976[1].

Ar muzik : kaner, soner ha produer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frank Darcel ha Christian Dargelos o deus anaoudegezh an eil gant egile dre ur c'hinnig er gazetenn Ouest-France[1]. Ur strollad rock a felle dezho sevel, ha mont war-du ar punk a selaouent gras d'ar chadennoù radio saoznek. Goude un taol-esa gant ar Rats d'égouts e voe lañset ur strollad all gant Darcel ha Dargelos e 1977, Marquis de Sade e anv, asambles gant Pierre Thomas ha Philippe Pascal. Div bladenn a voe savet lerc'h-ouzh-lerc'h gant ar strollad, warno tonioù post-punk ha new-wave : Dantzig Twist e 1979 ha Rue de Siam e 1980. Teñval ha du e oa ar pozioù a veze kanet e saozneg hag e galleg gant Philippe Pascal. Ne oa ket bet anavezet-bras Marquis de Sade ha n'eo ket padet pell ar strollad – pevar bloaz hepken. Trawalc'h eo bet koulskoude evit sachañ brud vat warnañ e bed ar sonerezh. Gant an amzer eo kresket ar brud-se ha sellet e vez ouzh Marquis de Sade evel ouzh ur strollad rock nevezus hag araokour. Hervez ar c'haner Étienne Daho « ne oa strollad ebet par da Marquis de Sade d'ar mare-se, hag hiziv an deiz c'hoazh e kav din n'eus deuet hêr ebet war e lerc'h ». Un strollad arouez eo ivez eus al lañs hag eus an ijin a oa gant ar sonerezh rock e Roazhon d'ar mare-se, en-dro d'ar Rencontres Trans Musicales ha gant arzourien evel Niagara, Ubik pe Étienne Daho. Abalamour d'un dizemglev etre Darcel ha Philippe en em zispartias ar strollad.

Ur strollad all a voe savet e 1981 gant Frank Darcel, Octobre e anv. Ur bladennig c'hwec'h kanaouenn a voe embannet da gentañ (Next Year In Asia, e 1982, gant Eric Lanz da ganer) hag ur bladenn glok da c'houde (Paolino Parc, e 1983, gant Patrick Vidal er c'han). E miz Gouere 1983 e c'hoarias Octobre dirak 70 000 a dud evit digeriñ ur sonadeg gant David Bowie e Pariz[3].

War ar memes tro e veze Frank Darcel o labourat gant Étienne Daho. Sikour a reas ar c'haner da sevel pemp titl e vaketenn gentañ, seniñ gitar en e albom kentañ Mythomane (1981) ha kompoziñ e single kentañ a reas berzh (Le Grand Sommeil e 1983). Evit Étienne Daho ivez e produas Frank Darcel e eil albom La notte, la notte (1984) hag ar meni-pladenn Tombé pour la France (1985) da-heul.

E 1984 e voe lañset trede strollad Frank Darcel, Senso e anv. Cheñch-dicheñch eo bet roll e izili. Teir c'hanaouenn hepken a voe embannet war bladenn, e 1987, gant Patrick Vidal da ganer. E 1988 e voe degemeret Pascal Obispo evel soner gitar-boud da gentañ ha kaner da c'houde. Dizembann eo chomet an albom nemetañ a oa bet enrollet e Brusel ; hogen lod kanaouennoù anezhañ a voe implijet gant Pascal Obispo war e bladenn gentañ Le Long du fleuve, deuet er-maez e 1990 ha produet gant Frank Darcel.

E 1995 e embannas Frank Darcel ar bladenn ATAO, a oa savet penn-da-benn gantañ e-unan, ton, kan hag all.

E 1994 e tivizas Frank Darcel kuitaat Roazhon ha mont da Lisbon da vevañ. Seizh vloaz e chomas e Portugal, betek 2001. Evel produer e talc'has da labourat : pemp pladenn a reas gant ar c'haner portugalat Paulo Gonzo da skouer. D'ar mare-se ivez e krogas Frank Darcel da skrivañ[3].

E 2000 e voe gloazet Frank Darcel tra ma oa o labourat gant Alan Stivell war an albom Back to Breizh. En ur studio e Brusel e voe torret e daboulinoù-skouarn e-pad un alarm tan-gwall, ken ma rankas paouez gant ar sonerezh e-pad pemp bloaz[4]. E-keit-se e labouras Frank Darcel evel skrivagner kentoc'h. Daou levr skrivet gantañ a zeuas er-maez e 2005 (Le dériveur) hag e 2007 (L’ennemi de la chance). Ur pezh mell labour enklask ha dastum a reas ivez war istor ar rock e Breizh. Rok : 50 ans de musique électrifiée en Bretagne a voe embannet an div levrenn anezhañ e 2010 ha 2013 gant e label LADTK (les amis du Tuchenn Kador).

Adstagañ a reas Frank Darcel gant ar sonerezh evel kaner ha gitarour Republik, ur strollad nevez-krouet. Etre 2010 ha 2017 e voe embannet teir fladenn gant Republik : I thought war was over, Éléments hag Exotica. Arzourien all a voe pedet da seniñ tonioù evit eil pladenn ar strollad, evel da skouer Yann Tiersen pe Tina Weymouth ha Chris Franz – izili eus ar strollad Talking Heads. Sevel a reas Frank Darcel an trede pladenn gant tri soner nevez, Bretoned an holl anezho : Dominic Sonic, Éric al Lann ha Xavier Géronimi.

Adsavet e voe ar strollad Marquis de Sade e 2017 evit ur sonadeg e sal ar Frankiz e Roazhon, hag evit un droiad goude-se e 2018 (gant daou festival e Breizh, Art Rock e Sant-Brieg hag an Erer Kozh e Karaez). Goude marv ar c'haner Philippe Pascal e 2019 e talc'has ar strollad da c'hoari gant un anv all – Marquis – hag ur c'haner nevez – Simon Mahieu. Div bladenn nevez a savas ar strollad : Aurora e 2021 ha Konstanz e 2023.

E 2018 e labouras Frank Darcel gant Nolwenn Korbell evit produiñ hec'h albom Avel Azul.

Ar vro : ar vreizhadelezh hag ar politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Frank Darcel en ur familh tik gant ar politikerezh. E dud-kozh a-berzh mamm, skolaerien o-daou, zo bet en SFIO. Sokialour e oa e dud ivez. Maer Plesala eo bet e dad Jean etre 1959 ha 1965 ha maerez eo bet e vamm Simone war lerc'h he gwaz etre 1965 ha 1989[5]. Kuzulierez-rannvro eo bet honnezh ivez, etre 1981 ha 1992, gant ar strollad PS. A-du e oa gant mennozhioù Michel Rocard[2].

Ur familh vreton e oa ivez. Frank Darcel a lavare e oa en e ugent vloaz p'en doa graet anaoudegezh gant istor Breizh, na oa ket bet desket dezhañ er skol, goude m'en doa kavet levrioù kozh e dad-kozh François al Lann. Hennezh a vefe en em dommet d'ar mennozhioù breizhat war-lerc'h ar brezel 14[6]. Ouzhpenn-se en doa Frank Darcel un eontr kozh hag a oa anavezet-mat e Treger : François Danno, Fañch Danno e anv brezhonek. Ezel eus ar Falz e oa ha mignon da Yann Sohier, a oa skolaer eveltañ[2]. Testennoù ha barzhonegoù a skrivas e brezhoneg evit ar gelaouenn Brud Nevez. Gant Fañch Danno ivez e voe lañset ha lusket Strollad Beilhadegoù Treger, abalamour da saveteiñ ha treuzkas glad kanet ha kontet ar vro[7].

En harlu e Portugal e krogas preñv ar vreizhadelezh e Frank Darcel. Lenn a reas istor e vro c'henidik hag en em soñjal war e statud. Pa zistroas da Roazhon e kavas e oa bet cheñchet ha bourc'hisaet kêr e-pad ar bloavezhioù 1990[6]. Fellout a reas dezhañ cheñch an traoù ha mont e-barzh Strollad Breizh e 2002 : « arabat lezel ar politikerezh, a zo un dra bouezus, d'ar bolitikerien hepken. Ar geodedourien ivez o deus traoù da lavaret »[8].

E 2008 e oa Frank Darcel war al listenn MoDem - Strollad Breizh en dilennadeg-kêr e Roazhon. Ne voe ket dilennet met labourat a reas e-pad tri bloaz evel skoazeller evit dilennidi e listenn e ti-kêr Roazhon[9]. E 2009 ez eas war ar renk e dilennadeg parlamant Europa war listenn Strollad Breizh (renet gant Émile Granville). E 2010 e oa e anv war al listenn Ni ho savo Breizh, renet gant Christian Troadec, da-geñver dilennadeg kuzul-rannvro Breizh.

E 2013 e voe savet ar strollad Breizh Europa gant Frank Darcel, Caroline Ollivro hag izili all. E 2014 ez eas Darcel war ar renk en dilennadeg-kêr e Roazhon. E miz Kerzu 2017 e voe dilennet da brezidant Breizh Europa. E 2019 ez eas war ar renk en dilennadeg-kêr e Roazhon adarre, evel penn-listenn en taol-mañ. Embann a rae da neuze e felle dezhañ ober eus Roazhon « ur gêr greñv e Breizh hag en Europa, ha ma vefe emren an eil ha kevreadel eben »[10]. Bez' e oa a-du gant « un ekologiezh wirion » hag a-enep « ar broviñsouriezh »[11]. Lavaret a rae ivez e tlefe an dilennidi « distreiñ d'ar vuhez labour goude daou respet : ne zlefed ket ober ur garierenn diwar ar politikerezh hepken ».

D'ar 14 a viz Meurzh 2024 e voe kavet korf marv Frank Darcel war traezhenn Os Castros e Ribadeo (Galiza). E Roazhon e voe interet d'ar 25 a viz Meurzh.

E miz Ebrel 2026 e teuas er-maez ur bladenn e-koun Frank Darcel, anvet Da Viken. Kenurzhiet eo bet an albom gant e gamalad Christian Dargelos (bet ezel eus Marquis de Sade). Adaozet ez eus bet a bep seurt kanaouennoù savet pe produet gant Frank Darcel, ha kanet er wech-mañ gant arzourien ha mignoned dezhañ evel Pascal Obispo, Étienne Daho hag Alan Stivell[12].

Un nebeud levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha 1,2 https://www.ouest-france.fr/culture/musiques/en-realite-je-ne-me-suis-jamais-senti-francais-en-2013-frank-darcel-se-confiait-sur-la-bretagne-dc8f1210-e087-11ee-b500-8385a3b868c8
  2. 2,0 2,1 ha 2,2 https://maitron.fr/darcel-simone-nee-le-lann-simone/
  3. 3,0 ha 3,1 https://www.rennes-infos-autrement.fr/requiem-pour-frank-darcel/
  4. https://www.tf1info.fr/culture/mort-de-frank-darcel-membre-historique-du-groupe-de-rock-francais-marquis-de-sade-pascal-obispo-bouleverse-2289597.html
  5. https://www.ouest-france.fr/societe/droits/droits-des-femmes/droits-des-femmes-retour-sur-leur-lente-ascension-en-politique-dans-le-mene-cc68f7b2-d316-11ee-8d5b-fea85cc09741
  6. 6,0 ha 6,1 https://www.tsugi.fr/et-si-le-guitariste-des-legendaires-marquis-de-sade-devenait-maire-de-rennes/
  7. https://crbc.huma-num.fr/prelib/personne/810/
  8. https://www.rennes-infos-autrement.fr/frank-darcel-le-rockeur-de-breizh/
  9. https://www.rennes-infos-autrement.fr/frank-darcel-une-candidature-si-rennaise/
  10. https://www.liberation.fr/france/2020/02/16/le-rockeur-frank-darcel-vise-rennes-mais-reve-de-la-bretagne_1778609/
  11. https://france3-regions.franceinfo.fr/bretagne/ille-et-vilaine/rennes/entretien-municipales-rennes-artiste-frank-darcel-se-lance-campagne-1752309.html
  12. https://www.ouest-france.fr/culture/musiques/frank-darcel-a-lhonneur-dun-album-hommage-reunissant-etienne-daho-alan-stivell-pascal-obispo-ea946cea-fc49-11f0-9ec7-95d99014da7d