Gwinieg-Breizh
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gwinieg-Breizh | ||
---|---|---|
![]() Park kastell La Bretonnière. | ||
Anv gallaouek | Vinyoec | |
Anv gallek (ofisiel) | Vigneux-de-Bretagne | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Kastell-Briant-Ankiniz | |
Kanton | Chapel-Erzh (abaoe 2015) Sant-Stefan-Brengoloù (betek 2015) | |
Kod kumun | 44217 | |
Kod post | 44360 | |
Maer Amzer gefridi | Joseph Bézier 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù an Erzh hag ar Gevr | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.vigneuxdebretagne.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 6 097 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 112 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 80 m bihanañ 24 m — brasañ 92 m | |
Gorread | 54,68 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwinieg-Breizh a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War-dro ar bloaz 840 e chomas Lambert, alouber Kontelezh Naoned, un nebeud deizioù e La Paquelais gant e vagadoù.
- Ar Wenvidigez Françoise d'Amboise a chomas eno: ur groaz anvet "Kroaz ar Dugez Koant" a voe savet e koun anezhi e 1868 en antre ar bourk.
- Un akta sinet da goulz an Eskob Benead Naoned (1079-1115) dindan renadur Alan Fergant, Dug Breizh, a roe dalc'h ar Veuzid-Gwinieg da Chabistr Sant-Pêr evit adprenañ eneoù an aotrounez.
- Parrez Gwinieg a zo rannet etre pemp Breuriezh abaoe an XIIIvet kantved:
- Breuriezh ar Bourk ;
- Breuriezh Biliais Deniaud ;
- Breuriezh La Roche ;
- Breuriezh Le Buron ;
- Breuriezh La Jambinière.
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1489, e chomas an Dugez Anna Vreizh un nebeud sizhunioù e La Paquelais. He gward, Marichal Reoz, a zifenne outi mont tre e Naoned hag a glaske dimeziñ anezhi dre heg gant an Aotroù Albret. Da-geñver an degouezh-se e treuzas ar Pont Auduc savet e La Paquelais dreist ar Gevr e 1330. War a lavarer e lakaas houarnañ he c'hezeg war an tu-gin evit diheñchañ an dud kaset war he lec'h.
XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1581 e erruas ar c'hentañ person e Gwinieg (Jean Legrand).
- E 1595 e voe brasaet iliz kentañ Gwinieg. E pad al labourioù-se e vo douaret delwenn war-varc'h Sant Martin e diazez ar savadur-se. Ne voe dizouaret nemet 260 vloaz goude.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E -pad tost ur c'hantved (eus dibenn ar XVvet kantved betek terridigezh edit Naoned, d'ar 17 a viz Here 1685 e voe rannet ar gumuniezh relijiel gant ar brotestantiezh.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Gwinieg-Breizh e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton an Templ hag e Bann Savenneg. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e voe lakaet e Kanton Sant-Stefan-Brengoloù pa voe diskaret Kanton an Templ [2].
- E-pad an Dispac'h Gall e voe kendalc'het an urzh er barrez gant Joseph François Rose Ollivier, beleg touer anezhañ. Met e 1793 e voe riñset ha gwerzhet iliz Gwinieg.
- E 1800: d'ar c'houlz-se e voe savet ar pep brasañ eus an tiez war ar maez. Implijet e voe greunvaen tennet diouzh mengleuzioù niverus Gwinieg. Ar mengleuzioù-se a bourchasas kalzik a vein da aozañ karterioù Naoned ivez.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1850 e voe boulc'het labourioù iliz katolik La Paquelais.
- E 1860 a voe distrujet iliz katolik Gwinieg savet e 1595, hag adsavet en hevelep lec'h. E-barzh ar furchadennoù da neuze e vo adkavet Delwenn Sant Varzhin, sant-paeron ar barrez : emañ bremañ an delwenn-se dindan porched an Iliz.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 206 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 6,82% eus he foblañs e 1911 [3].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e kanton Chapel-Erzh pa voe diskaret kanton Sant-Stefan-Brengoloù e 2014 [4].
- Lakaet e voe ar gumun e arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz en 2017[5].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik an Drinded Santel, 1850, e La Paquelais.
- Iliz katolik Sant Varzhin, 1860-1876, er vourc'h [6].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eieniñ a ra ar stêr Gevr e Gwinieg.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Gwinieg-Breizh
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr) Décret n°2016-1959 du 29 décembre 2016
- ↑ infobretagne