Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Strollad Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur yoc'h liammoù diavaez. Da betra e servij ??? Klaod Kadbzh 18 Mez 2009 da 12:43 (UTC)[respont]

Anv ofisiel

[kemmañ ar vammenn]

"Ni ho savo Breizh" n'eo ket gerioù a gaver el lec'hiennoù kinniget. Furoc'h e vije chom er pennad gant an anv gallek ofisiel nemetañ. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 22:16 (UTC)[respont]

En ur furchal el lec'hienn em eus kavet « Da sevel a raimp Breizh » (er rubrikenn Brezhoneg, ar pennad e brezhoneg, rannbennad "44 e Breizh"). Met gwir eo ne vez ket meneget kalz an anv e brezhoneg, neuze eo diaes gouzout daoust ha dibabet o deus un anv ofisiel pe daoust hag un droidigezh graet buan ha buan eo. Kinnig a rafen mod-all mont e darempred ganto evit goulenn, me 'zo prest d'en ober. --Y-M D 30 Kzu 2009 da 22:26 (UTC)[respont]
Enep-krenn e savan da seurt doareoù-ober ha ne glotont gant re holloueziadur na wikipedia ebet. Unan a zaou: pe e kaver roud eus an anv brezhonek-se, ha neuze n'eo ket diaes diskouez pelec'h, pe ne gaver ket. Ha neuze e ranker dilezel anezhañ. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 22:37 (UTC)[respont]

Kavet em eus "Ni ho savo Breizh" war lec'hienn AVY : [1] en traoñ a-zehou. Diouzh ar pezh a oaran eo an doare a zo bet dibabet. "Da sevel a raimp Breizh" a oa un doare posupl all, met laosket eo bet a-gostez, sañset. --Arko 30 Kzu 2009 da 22:34 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket fulor Bianchi, a-enep petra out fuloret ? Mont da c'houlenn ganto eo ar gudenn ? Mod all ma 'z eo splan war al lec'hienn meneget gant Arko eo mat. --Y-M D 30 Kzu 2009 da 22:46 (UTC)[respont]
Ne gavan ket sirius mont da gomz eus fulor (diazezet war betra?) kerkent ha ma weler dizemglev. Sklaer eo an doare holloueziadurel: komz eus fedoù. Ma'z eo bet kavet an/un anv brezhonek n'eus nemet en diskouez gant ul liamm, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 22:54 (UTC)[respont]
Komz a ran eus fulor da geñver kreñver ar gerioù a implijez ("Enep-krenn", "doareoù-ober" da skouer). Ha perak mont da lavar "n'eo ket sirius", sirius-tre e oan me pa 'm eus skrivet-se, reishoc'h e vefe bet lavar ne oa ket gwir, pe ne oas ket e fulor, eget lakaat disfi war siriusted an dud. Evit ar pezh a denn d'an afer a-us, ma 'z eo bet kavet al lugan eo mat. N'am eus ket gouezet petra a oa ar "seurt doareoù-ober" hag e oas enep-krenn... --Y-M D 31 Kzu 2009 da 10:48 (UTC)[respont]

Netra da welout gant ar gaoz uheloc'h , met db ar frazennoù-mañ ("Ni ho savo Breizh" ha "Da sevel a raimp Breizh") e karfen reiñ un tamm ali: gwelloc'h (brezhonekoc'h d'am soñj) e vije, Breizh a savimp, pe Breizh, ni ho savo. Bianchi-Bihan 30 Kzu 2009 da 23:36 (UTC)[respont]

Ne peus nemet skrivañ dezho a-benn kinnig ar stummoù brezhonekoc'h eus o lugan. Dit da welet. --Y-M D 31 Kzu 2009 da 10:48 (UTC)[respont]