Ar Vretoned Yaouank

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar Vretoned Yaouank
Ar Vretoned Yaouank.jpg
Sekretour Kevin Jezekel
Krouidigezh 2007
Sez {{{Sez}}}
Kazetenn Yaouankiz
{{{option-1}}} {{{valeur-1}}}
{{{option-2}}} {{{valeur-2}}}
{{{option-3}}} {{{valeur-3}}}
{{{option-4}}} {{{valeur-4}}}
{{{option-5}}} {{{valeur-5}}}
{{{option-6}}} {{{valeur-6}}}
Ideologiezh emverouriezh, sokial-frankizouriezh, kevreadelezh european, kreizouriezh
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall {{{gall}}}
Kenvreuriadur european {{{european}}}
Kenvreuriadur etrevroadel {{{etrevroadel}}}
Livioù* melen
Lec'hienn internet [1]
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

Rann yaouank Strollad Breizh eo Emsav Ar Vretoned Yaouank. Krouet eo bet e miz Meurzh 2007.

Krouidigezh ha mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe Emsav AVY en un doare ofisiel da geñver kendalc’h Strollad Breizh e Blaen e miz Meurzh 2007. Da gentañ-penn ez eus un nebeut izili ar strollad ennañ, c´hoant ganto ober traoù ha kinnigoù ispisial evit ar re yaouank. Da vare o c’hrouidigezh e embannas ar Vretoned Yaouank « Manifest ar Vretoned Yaouank », ma tiskuliont ennañ ar pezh e zo, hervezo, bet c’hwitet gant Bro-C’hall, e-keñver ar politikerezh, an ekonomiezh hag ar sevenadur. Pismigañ a reont emzalc’h Bro-C’hall e-keñver Europa, hag ivez c’hwitadenn an digreizennañ hag an adreizhadurioù e Bro-C’hall dre vras, ha goulenn a reont ma vefe dishual hag adunvanet Breizh e-barzh un Europa kevreadel. Evel Strollad Breizh e venn Ar Vretoned Yaouank kas war-raok ur sell nevez war kudennoù Breizh, en ur bouezañ war o dalvoudegezh Europa en o mennozhioù : nac’hañ a reont soñj ur gevredigezh serret, en he daougromm, ha lavarout a reont e fell dezho e vefe Breizh ur vro evel ar re all nemetken. Mennozh pennañ ar Manifest a zo : er framm european, a zo an dave evit ar strollad, eo Breizh ur vro evel ar re all. Dre-se e rank kaout an hevelep gwirioù politikel evel Estonia, Slovenia pe Iwerzhon. E miz Meurzh 2008, da geñver an dilennadegoù kêr, e embann Ar Vretoned Yaouank un teuliad anvet « Bremañ eo ret cheñch an traoù » a lak e berr o c’hinnigoù war temoù ispisial evit ar re yaouank evel al lojeiz pe ar skolioù-meur. Kinnig a reont ma vefe strizhet kresk an eil annezlec’hioù en arvor, pe c’hoazh e vefe krouet ur sistem skolioù-meur breizhat ma vefe bodet an holl skolioù-meur hag an ensavadurioù ennañ. Graet e vefe e-barzh ur Vreizh hag a vefe ezel an Unaniezh Europa.

Temoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn kudenn an ensavadurioù e preder Ar Vretoned Yaouank dreist-holl diwar-benn kudennoù Europa, ar skolioù-meur pe an endro. Evel-se e vouezhiont meur a wezh evit un Unaniezh Europa kevreadel, hag e pismigont politikerezh Bro-C’hall e-keñver Europa, re vihan e bouez evit an enframmidigezh european hervezo. Alies e vouezh Ar Vretoned Yaouank diwar-benn adreizhadurioù ar skolioù-meur : diskuilhañ a reont evel-se Lezenn e-keñver frankizoù ha kiriegezhioù ar skolioù-meur e 2007, a vefe hervezo nemet treuzkas kargoù hep gwir emrenerezh. A-enep mizoù skoliata emañ ivez Ar Vretoned Yaouank, diouzh skouer skolioù-meur Kembre. Goulenn a reont ivez e kempouezfe Kuzul rannvro Breizh disemouestl ar stad e-keñver sikour an dud nammet. Aozet eo bet gant Ar Vretoned Yaouank krogadoù kizidikaat diwar-benn kudennoù an arvor, dreist-holl danvez al lojeiz. Diskuilhañ a reont kresk an eil annezlec’hioù, ha kinnig kreñvaat lezenn an Arvor, krennañ (dre an tailhoù) niver ar savadurioù, ha krouiñ marc’hadoù gwarezet evit al lojeiz.

Kelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe dibenn ar bloavezh 2008 e embann Ar Vretoned Yaouank teir gwezh bep bloaz ur gelaouenn war ar genrouedad anvet Yaouankiz. He fal a zo skignañ o mennozhioù diwar-benn kudennoù a-vremañ (ekonomiezh, sokial), pe diwar-benn damkan (broadelouriezh vreizhat). Bannet eo ar gelaouenn war o lec’hienn. Embannet e vez skouerennoù paper ivez.

Darempredoù gant aozadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal ar penn-kentañ e tarempredas Ar Vretoned Yaouank gant aozadurioù broadelour all en Europa, eus an tu kreiz-kleiz pe eus an tu kreiz-dehou. E miz Kerzu 2006 e kemerjont perzh en Devezhioù etrebroadel ar re yaouank evit an emzibab, aozet e Bilbao gant EGI. Derc’hel a reont darempredoù gant YEN (Youth of European Nationalities – bodad kevredigezhioù re yaouank eus minorelezhioù broadel pe sevenadurel Europa), ha kemeret perzh o deus e lies emvodoù bet aozet ganto. E miz Eost 2008 en doa Ar Vretoned Yaouank aozet o devezhioù-hañv kentañ, gant dileuridi a Vro-Flandrez hag a Vro-Euskadi, eus an Nieuw-Vlaamse Alliantie hag eus EGI. Da geñver an devezhioù-se e oa bet skrivet « Disklêriadur An Oriant diwar-benn an emzibab » ma vez diskuilhet ennañ emzalc’h gouarnamantoù european zo, a stard, hervez an destenn, argerzh diviz ar geodedourien diwar-benn o ensavadurioù.


Da welout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Chase, Pesketa, Natur hag Hengounioù (CPNT)