Christian Troadec

Eus Wikipedia
Christian Troadec

Kristian Troadeg a zo ur politikour breizhat ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1966 e Karaez. Studioù istor en deus graet, bet eo kazetenner e meur a gazetenn. Krouet en doa, gant mignoned, Gouel an Erer Kozh e 1992. E-kreiz ar bloavezhioù 1990 e roas lañs d'ur gazetenn evit Kreiz Breizh, Poher Hebdo. Adwerzhañ a reas anezhi e 1999 ha prenañ a reas ar breserezh Korev.

Dilennet e oa bet da vaer kleiz-liesseurt e Karaez-Plougêr e 2001 hag addilennet e 2008 gant 68% eus ar mouezhioù daoust d'ul listenn "kleiz ofisiel" PS-PCF. Dilennet e voe da guzulier rannvro "Breizh" e 2004 war listenn Ar Re C'hlas hag UDB. Anavezet eo ivez evit bezañ stourmet a-enep serradur ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh ospital Karaez e Meurzh 2008. Addigoret eo bet ar servijoù-mañ gant lez-varn velestradurel Roazhon goude ur stourm kalet ha hir. Freuzañ a ra gant an tu gounid a-gleiz e Kerzu 2008 peogwir en em ouestl an Rannvro en ur program kenlabour etre Pennospital Skol-veur Brest hag ospital Karaez en ur c'hendeuziñ an eil gant egile evit gwir.

Roet en doa lañs d'al luskad Ni ho savo Breizh evit dilennadegoù ar Rannvro 2010, asambles gant Strollad Breizh a ya e-barzh al listenn e fin ar bloavezh 2009.

E miz Kerzu 2010 e oa bet krouet gant Kristian Troadeg ha tud all a-du gantañ ar strollad Mouvement Bretagne et Progrès/Breizh War-Raok.

E 2014 emañ e penn ul listenn evit ar votadegoù evit Parlamant Europa.

E melen, ar c'hêrioù m'eo degouezhet da gentañ al listenn renet gant Christian Troadec evit votadegoù Parlamant Europa (2014).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]