Breizh War Raok
Ur strollad politkel breizhat eo Breizh War-Raok. Krouet eo bet e 2010. Anavezet eo dreist-holl dre e anv gallek, Pour la Bretagne (Mouvement Bretagne et Progrès (MBP) gwechall). Emrenour hag a-gleiz eo. Kristian Troadeg eo e vouezh-aotreet. Dilennidi all a zo izili, evel Kristian Derrien, maer kozh Langoned ha kuzulier kozh departamant er Mor-Bihan, ha tudennoù eus an Emsav evel André Lavanant ha Charlie Grall. Tost eo mennozhioù pennañ ar strollad[1] da re Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB), daoust d'an daou strollad bezañ heuliet strategiezhioù disheñvel en amzer dremenet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Breizh War Raok e 2010, goude an dilennadegoù rannvro, pa oa bet tizhet 4,29% eus ar mouezhioù gant listenn Strollad Breizh ha Kristian Troadeg Ni ho savo Breizh e rannvro Breizh. Da c'houde ez eas war ar renk pe gant Strollad Breizh, pe gant strolladoù all eus an tu-kleiz, pe c'hoazh e-unan. E 2012 e voe tizhet 19,92% eus ar mouezhioù e pastell-vro Kastellin gant Kristian Troadec.
A-raok dilennadegoù rannvro 2015 e voe savet un emglev etre Breizh War Raok hag UDB, ha krouet al listenn Breizh Evel-Just ganto. Dont a rejont a-benn da dizhout 6,71%, goude ma oa bet torret lañs o c'houlzad kabaliñ gant gwalldaolioù miz Du 2015 e Pariz. Ar bevare listenn e oa evit an disoc'hoù e rannvro Breizh. E 2016 e voe embannet e vefe kendalc'het gant Breizh Evel-Just e 2017, ha ledanaet an emglev e Breizh a-bezh, gant bro-Naoned.
E dilennadegoù Rannvro Breizh 2021 eo bet Kristian Troadeg war listenn ar prezidant PS Loig Chesnais-Girard en div dro ha dilennet eo bet kuzulier.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [https://www.pourlabretagne.bzh/qui-sommes-nous/ Pour la Bretagne ( Qui sommes-nous ?]