Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz

Eus Wikipedia
gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz
coordinated terrorist attack
Rann eussponterezh e Bro-C'hall, sponterezh islamek en Europa Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPariz, Saint-Denis Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′47″N 2°22′14″E Kemmañ
Deiziad13 Du 2015 Kemmañ
PerzhiadStad Islamour, Abdelhamid Abaaoud, Guillaume Barreau-Decherf, Christophe Lellouche Kemmañ
Abeg pennañIslamic extremism, foreign involvement in the Syrian civil war Kemmañ
Efed2015 Saint-Denis raid Kemmañ
Immediate cause ofReactions to the November 2015 Paris attacks Kemmañ
ArmamentAKM, Greunadenn (arm), explosive belt Kemmañ
Bukennsivil Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of November 2015 Paris attacks Kemmañ
Map
Lec'hiadur ar gwalldolioù

1 – 21:20, 21:30, 21:53 – Stade de France e Saint-Denis
2 – 21:25 – Le Carillon, e kroaz ar straedoù Alibert ha Bichat + Le petit Cambodge, straed Alibert
3 – 21:32 – La Bonne Bière, straed Faubourg-du-Temple + Casa Nostra, straed La Fontaine-au-Roi
4 – 21:40 – Le Bataclan, boulouard Voltaire
5 – 21:36 – La Belle Équipe, straed de Charonne
6 – 21:46 – Comptoir Voltaire, boulouard Voltaire
Steredennoù : tagadennoù-emlazh dre c'houriz-tarzh e trowardoioù ar Stade de France hag ar preti Comptoir Voltaire.

Gwalldaolioù a voe kaset da benn e Pariz d'an 13 a viz Du 2015, adalek serr-noz, gant tud eus ar Stad Islamek hervez a voe embannet gant pennoù an aozadur.
Fuzuilhadennoù, tarzhadennoù-emlazh a voe en 10vet hag 11vet arondisamantoù (Straed Bichat, straed La Fontaine-au-Roi, straed Charonne, er Bataclan, ha boulouard Voltaire), hag un dagadenn all a voe e Saint-Denis tro-dro d'ar sportva Stad Frañs ivez.

129 den a zo bet lazhet e-kerzh ar gwalldaolioù[1], 352 gloazet, 99 anezho o vezañ en arvar bras da vare an darvoudoù[2].

Dre an niver a dud lazhet ez eo ar gwalldaolioù gwashañ a zo bet e Bro-C'hall abaoe fin an Eil Brezel-bed[3].

20 tamallad, 6 anezho marvet e Siria bete-gouzout, zo barnet gant lez-asizoù a-ratozh Pariz adalek an 8 a viz Gwengolo 2021.

Tud lazhet dre vroadelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notenn : an niver a vretoned n'eo ket anavezet.

Disorc'h d'an 20 a viz Du 2015
(renkadur dre an niver a gouzañverien)
Broadelezh Lazhet Gloazet Hollad
Frañs Frañs 102 321 423
Banniel Belgia Belgia 3 1 4[4]
Chile Chile 3 0 3[5]
Portugal Portugal 3 0 3[6]
Banniel Roumania Roumania 2[7] 2[8] 4
Banniel Mec'hiko Mec'hiko 1 3
 Aljeria 2 0 2[9]
Alamagn Alamagn 2 0 2[10]
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 2 0 2
Tunizia Tunizia 2 0 2
Venezuela Venezuela 1 2 3
 Italia 1 2[11] 3
Banniel Spagn Spagn 1 1 2
Maroko Maroko 1 2 3
Banniel Sveden Sveden 1 1 2
Senegal Senegal 1 0 1[12]
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1 0 1
 Serbia 0 7 7[13]
Izelvroioù Izelvroioù 0 3 3
 Brazil 0 2 2
Banniel Aostralia Aostralia 0 1 1
 Aostria 0 1 1[14]
 Sina 0 1 1[15]
Kolombia Kolombia 0 1 1[16]
Iwerzhon Iwerzhon 0 1 1
Suis Suis 0 1 1
Holl vroadelezhioù kemmesket 130 351[17]

Kemperzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miz Genver 2015 : ar vreudeur Kouachi hag Amedy Coulibaly, en anv ar strollad Al-Qaida e Yemen hag en hini ar Stad Islamek, o devoa aozet un heuliad gwalldaolioù hag a grogas gant al lazhadeg e sez ar gazetenn Charlie Hebdo hag a echuas gant tagadenn an Hyper Cacher, ur gourmarc'had yuzev. Seitek den a voe lazhet e-kerzh an argadennoù.

Arc'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listenn ar sponterien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sportva Stade de France[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bilal Hadfi, 20 vloaz
  2. Dianav
  3. Dianav

Straedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Brahim Abdeslam, 31 bloaz
  2. Abdelhamid Abaaoud, 27 vloaz
  3. Dianav

Bataclan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Omar Ismaël Mostefaï, 29 bloaz
  2. Samy Amimour, 28 vloaz
  3. Dianav

Tud klasket[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Salah Abdeslam, 26 vloaz
  2. Mohamed Abrini, 30 vloaz
  3. Dianav[18]
  4. Dianav

Diarbennoù enep sponterezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steuñv Vigipirate :

Steuñv Vigipirate - 13 a viz Du 2015
  • D'an 8 a viz Genver 2015, ar steuñv Vigipirate a oa bet lakaet el live « diwall gwalldaol » e Pariz, dre urzhioù ar pennmaodiern gall Manuel Valls.
  • D'an 12 a viz Genver 2015, Prezidant ar Republik, a zo e penn al luioù gall, a lakaas an oberiadur Sentinelle da dalvezout war an tiriad gall a-bezh evit talañ ouzh ar riskl a sponterezh ha difenn al lec'hioù arvarus dre ar vro. An oberiadur a gendalc'h hiziv-an-deiz c'hoazh.
  • Stad a reuziad : d'an 19 a viz Du 2015 e oa bet votet astenn ar stad a reuziad bet embannet gant ur C'huzul maodierned dreistordinal e-pad an nozvezh eus an 13 d'ar 14 a viz Du[19].
  • D'ar 16 a viz Kerzu 2015 ez eo bet embannet ul listenn gant rektorelezh Pariz hag ar prefeti evit talañ ouzh ar riskloù er skolioù. El listenn-se e kaver mennozhioù evel lakaat dorioù-surentez, kameriaoù[20].

Pray4Paris / PeaceForParis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

#PrayForParis
Lugan deveret diouzh hini Je suis Charlie
Kounlec'h en ur straed e Pariz d'an 19 a viz Du 2015

Un arouez liammet gant an hashtag #Pray4Paris (Pray for Paris, "Pedit evit Pariz") war Twitter zo bet krouet evit ma c'hellfe an dud diskouez pegen heuget e oant gant ar gwalldaolioù hag evit bezañ kengred gant ar c'houzañvidi hag ar bobl c'hall.
Al lugan Peace4Paris, gant ul logo savet gant ar Breton Jean Jullien, a zo bet implijet war ar rouedadoù sokial.

Kinkladurioù glas-gwenn-ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken spontet ez eo bet an dud dre ar bed ma'z eo bet kinklet monumantoù meur ar bed a-liv gant ar banniel gall.

Kounlidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kounlid ar 27 a viz Du 2015[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar Gwener 27 a viz Du 2015 e voe ar c'hounlid ofisiel a-berzh ar Stad c'hall, unan broadel ha meur e porzh an Invalides.

Ar ganaouenn Quand on a que l'amour gant Jacques Brel a oa bet choazet evel kanaouenn-goun d'ar c'houzañvidi. Gant Yael Naïm, Camélia Jordana ha Nolwenn Leroy ez eo bet kanet[21].
Ur ganaouenn all a zo bet kanet, Perlimpinpin, savet gant Barbara[22].

Ar prezidant François Hollande en deus graet un disklêriadur e-pad 16 munutenn[23].

Enebadurioù ouzh ar c'hounlidoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod tud e Bro-C'hall zo savet enep ar c'hounlidoù en enor da c'houzañvidi ar gwalldaolioù, ha pa vefe ar c'hounlid ofisiel e Pariz savet gant ar Stad c'hall pe ar vunutenn vut dre an tiriad gall.

Enebadur ouzh ar c'hounlid ofisiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lod familhoù ar c'houzañvidi zo bet heuget gant atoradur politikel ar gwalldaolioù ; lod all a sav a-enep al lid dre ma soñj dezho ez eo kablus ar Stad c'hall dre an diouer a enebiezh ouzh ar sponterien[24],[25].
  • Pascale Gruny, senedour ezel ar strollad politikel Les Républicains, a oa savet a-enep ar c'hounlid broadel dre ma soñj e oa kablus ar gouarnamant gall[26].

Enebadurioù ouzh ar vunutennad tav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur pomper a-vicher eus al Landes a nac'h ar vunutennad tav dre gredennoù personel[27]. Riskl a ra 6 miz argaserezh.
  • E toull-bac'h Fresnes e oa bet huchet a-enep ar vunutennad tav gant prizonidi ; d'ar Gwener, goude klevet kaoz eus ar gwalldaolioù, lod prizonidi an toull-bac'h-se e oa savet joa enno[28] Heñvel e oa c'hoarvezet hervez evezherien an toull-bac'h evit Gwalldaolioù Charlie Hebdo[29],[30].
  • E-kichen Toulouse dres a-raok ur c'hrogad mell-droad etre skipailhoù U19 Saint-Sulpice ha Bresse. Lod c'hoarierien eus skipailh Bresse ha savas a-enep ar vunutennad tav betek c'hoarzhin e-pad. E-pad ar match ez eus bet savet chikan war an dachenn. Ar skipailh a zo bet distrollet gant prezidant heuget ar c'hlub bihan[31],[32].

Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meuleudigezh d'ar gwalldaolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meuleudigezh a oa bet graet d'ar gwalldaolioù gant izili ar Stad Islamek, o tiskleriañ e oa un doare veñjañs evit ar bombezennoù stlapet gant ar Frañs war douaroù ar c'halifat (Siria, Irak)[34].

Lod tud all er Frañs o deus bet savet meuleudigezh d'ar gwalldaolioù, diaes eo gouzout hag a-du int gant ar Stad islamek pe ma z'int tud sot:

  • 14 a viz Du 2015: « Traoù plijus a zo o tremen e Pariz; 120, n'eo ket trawalc'h. » komzoù ur prizoniad e toull-bac'h Bapaume[35].
  • 8 a viz Kerzu 2015: Un den a orin eus Tolosa o tiskler war Twitter ez eo "hollgaer" gwalldaolioù Pariz, kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h[36].
  • 11 a viz Genver 2016: Ul lisead eus Caen en devoa skrivet 70 pajenn Twitter meulgan d'ar Stad Islamek hag evit gwalldaolioù Pariz "Fuzuilhadenn e Pariz, c'hoarzhadenn a-strak" kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h[37].

Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 ha Wikipedia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grogas an heuliad gwalldaolioù e Pariz e oa chomet amsklaer evit ar media ha nerzhioù surentez ar Stad c'hall hag ur fuzuilhadenn hailhoned e oa, pe gwalldaolioù sevenet gant sponterien.
Ar media a grogas da gomz eus ur fuzuilhadenn da 21:51[38] , ur bajenn Wikipedia gall a zo krouet da 22:00. Peder gwech e voe kemmet etre 22:00 ha 22:04. A-feur ma oa anatoc'h-anatañ e oa un heuliad gwalldaolioù e oa bet bouetet ar bajenn, ar pezh a lakaas Wikipedia da skrivañ istor ar gwalladaolioù e Pariz e-pad ma oant o vezañ sevenet[39].

Mojennoù tro-dro d'ar gwalldaolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trafikerien dramm harozed

Ur vojenn a zo savet adal lec'hiennoù spagnolek : tri zrafiker dramm o dije muntret sponterien hag a oa o vont da gemer perzh e tagadenn 13 a viz Du 2015. Adkemeret war Facebook hag al lec'hienn vroadelour c'hall Resistance Republicaine, an istor a zo ur vojenn krouet penn-da-benn[40].

Zouheir, an evezhier haroz ar sportva Stade de France

Zouheir, un evezhier er Stade de France a orin arab ha muzulmat; en dije harzet ar sponterien a oa o klask dont tre er savadur. Ur vojenn ez eo an istor-se, krouet war Twitter gant ur vaouez amerikan he deus treuzkomprenet ur pennad en ur gazetenn.

Ar viruz « On est tous Paris »

Ur chadenn posteloù zo o vont gant e hent, o tisklêriañ e vije ur viruz o tont gant ur postel anvet « On est tous Paris » hag ez eo arabat e zigeriñ rak ur viruz a vije e-barzh[41].

Barrad joa e Gaza

E Gaza, pa erruas ar c'heloù eus gwalldaolioù Pariz, e vije bet ur barrad joa ; poltredoù a ziskouezas tud Gaza laouen-sot. Ur vojenn all eo : kalz koshoc'h eo ar poltedoù, pa ziskouzont levenez tud Gaza a-c'houde un arsav-brezel etre an Hamas hag Israel.

Tan e Calais er "Janglenn"

E kamp ar "Janglenn" e Calais e vije bet plantet tan evit veñjiñ gouzañvidi tagadennoù Pariz. Ur vojenn eo, un tan-gwall e oa e gwirionez.

Tro-dro d'ar gwalldaolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Humble Bundle a oa bet savet a-benn sikour gouzañverien Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz. Anv ar Bundle a oa Humble Bundle GiveForFrance , an embregerezh e-liamm a oa Focus Home interactive[42],[43].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn www.francetvinfo.fr 18/11/2015: "Ar 129 gouzañver d'ar gwalldaolioù e Pariz a zo bet anavezet. (fr)
  2. Lec'hienn www.europe1.fr/ 14/11/2015: "Gwalldaolioù e Pariz d'an nebeutañ 129 marvet 352 gloazhet gant 99 anezho gloazet en arvar bras. (fr)
  3. Lec'hienn Lemonde.fr/ 14/11/2015: "Ar gwalldaol marvusañ abaoe 1945. (fr)
  4. [ (fr) http://www.lesoir.be/1043543/article/actualite/fil-info/fil-info-belgique/2015-11-14/attentats-paris-une-troisieme-victime-belge Attentats à Paris: une troisième victime belge]
  5. [ (fr) http://www.emol.com/noticias/Nacional/2015/11/14/759222/Cancilleria-confirma-segundo-chileno-fallecido-en-atentados-en-Paris.html Cancillería confirma que tres chilenos fallecieron en atentados en París]
  6. http://www.noticiasaominuto.com/pais/487043/identificada-terceira-vitima-mortal-portuguesa-dos-ataques-a-paris
  7. Mediafax
  8. Evenimentul Zilei
  9. Attentats de Paris : deux Algériens parmi les victimes, Tout sur l'Algérie, 14 novembre 2015.
  10. [ (de) http://www.spiegel.de/politik/ausland/terror-in-paris-zweites-deutsches-todesopfer-bestaetigt-a-1063103.html Terror in Paris: Zweites deutsches Todesopfer bestätigt], Der Spiegel, 16 novembre 2015.
  11. http://espresso.repubblica.it/internazionale/2015/11/14/news/parigi-tra-i-feriti-due-italiani-di-senigallia-1.239034
  12. https://web.archive.org/web/20151117021314/http://www.aps.sn/actualites/international/article/une-senegalaise-parmi-les-victimes-des-attentats-de-paris-selon-macky-sall
  13. [1]
  14. [2]
  15. [3]
  16. http://www.semana.com/nacion/articulo/atentados-en-paris-el-colombiano-que-resulto-herido-en-el-ataque/450029-3
  17. http://www.lanouvellerepublique.fr/France-Monde/Actualite/24-Heures/n/Contenus/Articles/2015/11/16/415-personnes-ont-ete-prises-en-charge-dans-les-hopitaux-2533348
  18. 4/12/2015 Lec'hienn Ouest-France - Gwalldaolioù Pariz. Daou zen nevez klasket war o lerc'h prim
  19. Lec'hienn Bodadeg Vroadel Bro-C'hall
  20. 16/12/2015 Lec'hienn Francetvinfo Gwalldaolioù: oberezhioù nevez evit kreskiñ surentez ar skolioù
  21. 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo : Ul lid-koun broadel da c'houzañvidi gwalldaolioù Pariz e 6 koulz'.
  22. 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo gant Ronan Tésorière – Lid-koun : kanet o deus Brel ha Barbara'.
  23. 27/11/2015 Lec'hienn francetvinfo – Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 : François Hollande oc'h enoriñ ar c'houzañvidi'.
  24. 26/11/2015 Lec'hienn medias-presse.info gant Emilie Defresne: A-enep ar c'houn broadel, lod kerent da c'houzañvidi ar gwalldaol zo o vont da sevel klemm a-enep ar Stad (fr).
  25. 27/11/2015 Lec'hienn lavoixdunord.fr gant Sophie Filippi-Paoli – Gwalldaolioù Pariz: ar c'hounlid broadel a rann familhoù ar c'houzañvidi (fr).
  26. 27/11/2015 Lec'hienn courrier-picard.fr – Saint-Quentin : ar senedour a sav a-enep ar c'hounlid broadel (fr).
  27. 24/11/2015 Lec'hienn sudouest.fr gant Benoît Martin – Gwalldaolioù : Ur pomper eus al Landes a nac'h sentiñ ouzh ar vunutennad tav (fr).
  28. 17/11/2015 Lec'hienn lexpress.fr: Gwalldaolioù: Ar vunutennad tav disentet e toull-bac'h Fresnes (fr).
  29. 17/11/2015 Lec'hienn directmatin.fr – Gwalldaolioù : lod prizonidi toull-bac'h Fresnes o dije huchet a-enep ar vunutennad tav (fr).
  30. 18/11/2015 Lec'hienn ladepeche.fr – Gwalldaolioù : Ar vunutennad tav enebet e toull-bac'h Fresnes goude ar gwalldaolioù (fr).
  31. 25/11/2015 Lec'hienn metronews.fr – Gwalldaolioù Pariz: Ar vunutennad tav enebet, chikan... ur skipailh mell-droad distrollet e-kichen Toulouse (fr).
  32. 25/11/2015 Lec'hienn rmcsport.bfmtv.com – Gwalldaolioù Pariz: Ur skipailh u19 distrollet evit bezañ bet dichek(fr).
  33. 18/11/2015 Lec'hienn sport24.lefigaro.fr – Gwalldaolioù e Pariz: en Alamagn, ur vutennad tav argaset(fr).
  34. 14/11/2015 Lec'hienn LeParisien.fr: "Ar strollad Stad Islamek a gemer war e gont gwalldaolioù Pariz"(fr).
  35. 24/02/2016 Lec'hienn Lavoixdunord gant LAurent Boucher: "120 lazhet d'an 13 a viz Du e Pariz, n'eo ket trawalc'h a gred lar ur prizoniad e Bapaume"(fr).
  36. 18/12/2015 Lec'hienn http://tempsreel.nouvelobs.com/: "Gwalldaolioù an 13 a viz Du: daou vloaz sonn evit meuleudigezh d'ar sponterezh" (fr).
  37. 10/12/2015 Lec'hienn http://www.europe1.fr/: "Meuleudigezh d'ar sponterezh ha gourdrouzioù d'ar marv: al lisean a 18 vloaz kondaonet da zaou vloaz sonn" (fr).
  38. 13/11/2015 Lec'hienn sudouest.fr – Fuzuilhadennoù e Pariz ; korfoù war al leur
  39. 28/11/2015 Lec'hienn Slate.fr gant Gregory Brandy – Penaos ez eo bet skrivet istor gwalldaolioù an 13 a viz Du gant Wikipedia'.
  40. 23/11/2015 Lec'hienn Liberation.fr : Nann, trafikerien-dramm a Golombia n'o deus ket lazhet lod sponterien an 13 a viz Du (fr).
  41. 16/11/2015 Lec'hienn Lemonde.fr gant Martin Untersinger : Gwalldaolioù an 13 a viz Du 4 mojenn nevez hag a zo o treiñ (fr).
  42. (fr) 28/01/2016 lec'hienn Focus Home Interactive: Harpit #GIVEFORFRANCE gant an HUMBLE BUNDLE a-berzh Focus Home interactive
  43. (fr) 29/01/2016 lec'hienn gameblog.fr/ gant Camille Allard : Un Humble Bundle evit reiñ sikour da gouzañverien gwalldaolioù Pariz