Mont d’an endalc’had

Émile Granville

Eus Wikipedia
Émile Granville
Émile Granville
Emile Granville, gant e verc'h, miz Gouere 2009
Anv badez Émile Granville
Lesanvioù
Deiziad ganedigezh 1955
Lec'h ganedigezh Sen, Il-ha-Gwilen, Breizh[1]
Bro Breizh
Sujidigezh Unvaniezh Demokratel Breizh (1999-2003)

Strollad Breizh (2006-bremañ)

Micherioù Kelenner

Politikour

Skour UDB (1999-2003)

Strollad Breizh (2006-bremañ)

Dilennadegoù
  • Ti-kêr 1989 Redon Bretagne Écologie
  • Ti-kêr Redon Autrement 2001
  • Dilennadegoù europat evit Strollad Breizh 2009 (pennlistenn kornôg)[2]
  • Ni ho savo Breizh Penn listenn en Il-Ha-Gwilun (2010)[3]
Kefridioù politikel Kuzulier ti-kêr 1995-2001 (tu enep da Alain Madelin, maer)

Eil-maer Redon
Mouezh aotreet Strollad Breizh (2006-2010)
Is-prezidant Strollad Breizh (2010-2012)[4]


Emile Granville zo un emsaver breton brezhoneger oberiant e bro-Redon m'eo genidik anezhi. En em ginnig a ra eus an tu kleiz, ekologour ha kevredadelour breton[5].

Oberiant eo Emile Granville er bed kevredigezhel ha politikel breizhat. Anavezet eo bet da gentañ e bro-Redon evit e labour kevredigezhel evit difenn an natur, ar brezhoneg hag an adunvaniñ. E penn ar CUAB eo bet e-pad meur a vloaz. Perzh a gemer Emile Granville er bed politikel lec'hel ha breizhat ivez. Ezel eo bet eus meur a strollad politikel ha meur a wech eo aet war ar renk evit dilennadegoù kumun, kanton pe da live Breizh. Er bloavezhioù 2000 eo emezelet e Strollad Breizh hag aet da "vouezh aotreet" ar strollad. Dilennet eo bet da guzulier-kêr e Redon e 2008 goude un emglev gant ar maer tu dehoù liesseurt Vincent Bourget.

Ur bajenn en deus war facebook ([1]).

Desket en deus Emile Granville brezhoneg ha lakaet en deus e boan da ziorren plas ar yezh e bro-Redon adalek ar bloavezhioù 80. Savet en deus kevredigezhioù evit kelenn ar yezh d'an dud deuet er vro, en o zouez ar gevredigezh Gwezenn, savet e 1987. Ur wezh dilennet er c'huzul-kêr e 2008 en deus labouret evit ma vefe sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kêr Redon, ar pezh a voe graet e 2009.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]