Jakez-Erwan Mouton
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Jakez-Erwan Mouton | |
---|---|
Anv ofisiel | Jacques-Yves Mouton |
Obererezh | Romantour, daneveller, barzh |
Ganedigezh | 1957 |
Yezh skrivañ | brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Jakez-Erwan Mouton, bet ganet e Sant-Maloù d'ar 29 a viz Genver 1957, zo kelenner ha skrivagner brezhonek. Bet eo kelenner war ar saozneg a-raok kelenn brezhoneg e Gwitalmeze.
Unnek levr zo bet skrivet gantañ e brezhoneg : romantoù evit ar grennarded, romantoù evit bugale ar c’hentañ derez, romantoù evit an dud deuet, hag un dastumad barzhonegoù.[1]
Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embannet en deus danevelloù ha barzhonegoù e Skrid, Al Liamm, Brud Nevez hag all.
Skrivet en deus un toullad pennadoù evit ar gazetenn vrezhonek Ya !, er rubrik Soñjoù.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kammejou kenta, un dastumad barzhonegoù bet embannet gant Brud Nevez e 1990.
- Amba Odou, ur rentañ-kont eus div veaj en doa graet e Mali, skrivet kevret gant Marie-Christine Waterkein hag embannet gant Emgleo Breiz e 1995, 127 p., ISBN 978-2-86775-150-9
- Mignon d'ar Sklaved, ur romant bet embannet gant Keit Vimp Bev 2005, 96 p., ISBN 978-2-86824-066-8. Aet oa eil priz ar yaouankiz er rummad 6vet/5vet klas gantañ e 2005.
- Katrina, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 52 p. Kentañ priz ar Yaouankiz 2007.
- Diougan Ketzalkoatl, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 72 p., ISBN 978-2-86824-096-5. Eil priz ar Yaouankiz 2007.
- Ar C'hraken, emb. Keit Vimp Bev, 2009, 78 p., ISBN 978-2-86824-129-8.
- Ar Gitar Tredan, emb. An Alarc'h, 2010, 100 p.
- An Doubl, emb. Emgleo Breiz, 2010, ISBN 978-2-35974-005-9
- No Pasaran emb. Keit Vimp Bev, 2014, ISBN 978-2-86824-211-2
- Ar Morgazh, Keit Vimp Bev, 2015, ISBN 978-2-86824-252-5
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ La Baie des livres (fr)